Hor C'hanaouennoù - Nos Chansons

Sed aze un nebeut kanaouennoù brudet kenañ hag a zo deuet da vezañ gwir ganoù d'en em stardañ, ken anavezet ma z'int en hon touesk... sellit kentoc'h!

Voila quelques chansons fort célèbres et qui sont devenues de véritables chants de rassemblement, tant elles sont bien connues parmi nous… voyez plutôt!

 

·        GWERZ SKOLVAN (la complainte de Skolvan)

·        JENOVEFA RUSTEFAN (Geneviève de Rustefan)

·        BANNIELOU LAMBAOL (les bannières de Lampaul)

·        BLAZ AN DOUAR (Le goût de la terre)

·        Bro gozh va zadoù (le vieux pays de mes ancêtres)

·        kenavo (au-revoir)

·        gwerz ar vezhinaerien (la complainte des goëmonniers)

·        BREzhoneg 'raok (en avant langue bretonne)

·        MARV PONTKALEK (la mort du Marquis de Pontkalek)

·        bec'h ha bec'h (allons-y !)

·        an alarc'h (le cygne)

·        Feunteun Santez Dwinenn (La Fontaine de Sainte Twinenn)

·        PA SOÑJAN E SELIN (traduit de G. Brassens : Quand je pense à Fernande)

·        EV SISTR ’TA LAOU (Bois donc un coup de cidre mon gars – version traditionnelle)

·        TRI MARTOLOD (Trois marins – version traditionnelle)

·        FAÑCHIG BIHAN (Le petit Francis – valet de la maison)

·        ITRON GWERC’HEZ KERVARIA (Notre Dame de Kermaria – Cantique de Kermaria an Isquit)

·        MeRC’HED KERITI (Les filles de Kerity)

·        Va jardin (Mon jardin)

·        Kemenerien Pondivi (Les tailleurs de Pontivy)

·        GWECHALL E OA (Jadis il y avait)

·        D’AR BEMP WARN-UGENT A VIZ DU (Le 25 novembre)

·        MAMM AN AVALOÙ (La mère des pommes : le pommier)

·        SON AR VARTOLODED (La chanson des matelots)

·        An Aotrou Nann hag ar Gorrigan (Le Seigneur Nann et la fée)

·        Dromader ar fest-deiz (Le dromadaire du fest-deiz – Bal Fañch plaen / Bal plinn)

·        PENNHÊREZ KEROULAZ (L’héritière de Keroulas)

·        E KREIZ AN NOZ (Au coeur de la nuit)

·        PARDON SPEIED (Le pardon de Spézet)

·        SON AR C’HAFE (La chanson du café)

·        AN HINI GOZH (La vieille)

·        TELECHARGER 18 CHANTS DU BARZHAZ BREIZH

 

 

Gwerz Skolvan

 

Skolvan, Skolvan, eskob Leon

zo deuet da greiz al lann da chom,

zo deuet da chom da greiz al lann

E-kichen Forest Kaniskan

E-kichen Forest Kaniskan

 

Pa 'z ae mamm Skolvan da wel he farkoù

kavas an tan war ar garzhoù

kavas an tan war ar garzhoù

 

Ma bennozh hag hini Doue

Piv en deus ho lakaet aze ?

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Pa 'z ae mamm Skolvan davit dour

kavas ur feunteun e toull he dor

 

Ma bennozh hag hini Doue

D'an neb en deus ho lakaet aze

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Pa 'z ae mamm Skolvan da gousket

Terrupl holl veze okupet

 

Piv 'zo aze, piv deu aze

Ken diwezhat-se war 'r vale

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

Ho mab Skolvan zo deuet d'ho kwelet

 

Ma 'z eo ma mab Skolvan zo aze

Ma mallozh d'añ dont alese

 

Ne oa ket c'hoazh he ger peurlavaret

Gant e Sant paeron en deus kejet

 

Ma filhor paour deuit war ho kiz

Ha me c'houlenno evidoc'h eskuz

 

Ma c'homer baour, kriat oc'h c'hwi

Pa ne bardonit ho krouadur

Pa ne bardonit ket ho krouadur

 

Penaos Doue m'hen pardoniñ,

D'ar gwalleurioù en deus graet din ?

 

gwallañ teir dimeus e c'hoarezed

Ha lazhañ o inosanted

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed

 

Seizh iliz parrez 'n eus entanet

Ha nav bern tro en n eus poazhet

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed

 

Mont d'an iliz ha torrañ holl ar gwer

Lazhañ 'r beleg deus an aoter

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed

 

Ma levr bihan en doe kollet

Ya, skrivet gant gwad hor Salver

Hennezh oa e vrasañ pec'hed

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

ho levr bihan n'eo ket kollet

 

emañ er mor don tregont gourhed

emañ er mor don tregont gourhed

e beg ur pesk bihan o viret

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

emañ war an daol ront, ay eo rentet

Faota barzh met teir follenn c'hlebiet

 

Unan gant dour, unan gant gwad,

Unan gant daeroù ho taoulagad

 

Ma bennozh a ran d'am mab Skolvan

Pa 'z adkavan ma levr bihan

Pa 'z eo kavet ma levr bihan

 

Pa gan ar c'hog d'an hanternoz

kanañ an aeled er baradoz

 

Pa gan ar c'hog da c'houloù-deiz

Kanañ an aeled dirak Doue

Ha Sant Skolvan a ra ivez

La complainte de Skolvan

 

Skolvan, Skolvan, évêque de Léon

est venu habiter au milieu des ajoncs,

est venu habiter au milieu des ajoncs

A côté de la forêt de Quénécan

A côté de la forêt de Quénécan

 

Quand la mère de Skolvan allait voir ses chanps

elle trouva le feu sur ses talus

elle trouva le feu sur ses talus

 

Merci au feu et Dieu merci

Qui donc vous a mis ici ?

Ne serait-ce mon fils Skolvan ?

 

Quand la mère de Skolvan allait chercher de l'eau

elle trouva une fontaine sur le pas de sa porte

 

Merci à l'eau et Dieu merci

à qui vous aura mis ici

Ne serait-ce pas mon fils skolvan ?

 

Quand la mère de Skolvan alla se coucher

elle était terriblement préoccupée

 

Qui va là, qui vient par là

aussi tard dans la nuit à pied

Mais serait-ce mon fils Skolan?

 

taisez vous Mère, ne pleurez pas

Votre fils Skolvan est venu vous voir

 

Si c'est mon fils Skolvan qui est là

Malheur à lui s'il s'approche

 

Elle n'eu pas achevé sa phrase

qu'elle rencontra son Saint-Patron

 

Mon cher filleul revenez vers moi

et je demanderai pardon pour vous

 

Malheureuse commère, que vous êtes dure

en ne pardonnant pas à votre enfant

en ne pardonnant pas à votre enfant

 

Comment Grand Dieu lui pardonner,

Pour tous les malheurs qu'il m'a causés ?

 

Violer trois de ses sœurs

et tuer leurs enfants après

mais ce n'est pas le pire de ses péchés

 

il a incendié sept églises paroissiales

Et neuf tas… il a cuit

mais ce n'est pas le pire de ses péchés

 

Il alla à l'église et brisa tous les vitraux

il tua le prêtre sur l'autel

mais ce n'est pas le pire de ses péchés

 

Il a perdu mon petit livre

Oui écrit du sang de notre Sauveur

Ca c'est son plus grand péché

 

Taisez vous ma mère, ne pleurez pas

votre petit livre n'et pas perdu

 

il est au fond de la mer à trente brassées

il est au fond de la mer à trente brassées

dans la bouche d'un petit poisson qui le garde

 

Taisez vous ma mère, ne pleurez pas

il est sur la table, je vous le rend

il n'en manque que 3 pages humides

 

Une avec de l'eau, une avec du sang,

une avec les larmes de vos yeux

 

O Merci à mon fils Skolvan

Puisque je retrouve mon petit livre

Puisque mon petit livre est retrouvé

 

Quand le coq chante à minuit

Les anges chantent au Paradis

 

Quand le coq chante au levé du jour

Les anges chantent devant Dieu

et Saint Skolvan chante avec eux

 

liste des chansons

 

Jenovefa Rustefan

 

Pa oa paotr Yannig gant e zeñved

N'en doa ket soñj da vezañ beleget

 

Ne vin avat, beleg na manac'h

Lakaet em eus ma spered 'n ur plac'h

 

Bravañ merc'hed a oa er vro-se

Merc'hed aotrou ar Faou a-neuze

 

Ar yaouankañ, honnezh ar vravañ

Yannig Kervlez a gar a glevan

 

Pa oa Yannig o vont d'an urzhioù

Jenovefa oa war he zreujoù

 

Da gemer an urzhioù naz it ket

En abeg d'an amzer dremenet

 

Distreiñ d'ar ger me ne c'hallan ket

Pe 'vin lakaet da c'haouiad touet

 

Kollet ho peus eta ar walenn

Moa roet deoc'h e-kreiz an abadenn

 

Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet

Doue 'n deus-hi diganin tennet

 

Hag o tont endro eus a Gemper

E teuas adarre d'ar maner

 

Me zo deuet d'ho pediñ, d'an deiz

Da zonet d'am oferenn nevez

 

An oferenn zo deraouet

Hogen hec'h echuiñ n' neus gallet

 

Hogen hec'h echuiñ n' neus gallet

Gouelañ da Jenovefa 'neus graet

 

Ha tri levr bras en deus treuzet avat

Gant an daeroù eus e zaoulagad

 

Ken e teuas ar plac'h o redek

Hag e kouezhas da zaoulin ar beleg

 

En anv Doue ! Yann, distroit en-dro!

C'hwi 'zo kiriek, kiriek d'am marv

 

An aotrou Yann Flecher a zo person

Person eo bremañ, e bourc'h Nizon

 

Meur 'wech meus e welet o ouelañ

Tostik-tost da vez Jenovefa

Geneviève de Rustefan

 

Quand Yannig gardait ses moutons

Il ne songeait pas à devenir prêtre

 

Je ne serai ni prêtre ni moine

J'ai donné mon cœur à une jeune fille

 

Les plus belles filles qu'il y avait dans le pays

C'était les filles du seigneur du Faou d'alors

 

La plus jeune, elle est la plus belle

Elle aime Yannig de Kervlez

 

Quand Yannig partit pour les ordres

Geneviève était sur son seuil

 

N'allez pas prendre les ordres

A cause de notre temps passé

 

Je ne puis retourner chez moi

sinon on m'accusera d'être un damné menteur

 

Avez vous donc égaré la bague

que je vous avais donnée au cœur de la fête

 

je n'ai pas perdu votre bague d'or

C'est Dieu qui me l'a enlevée

 

Et en revenant de Quimper

Il revint au manoir

 

Je suis venu vous convier

A la première messe que je vais donner

 

La messe est commencée

Mais il n'a pas pu la terminer

 

Mais il n'a pas pu la terminer

Car pour geneviève il s'est mis à pleurer

 

Et 3 grands livres il a traversé

des larmes qui de ses yeux ont coulé

 

Si bien que la jeune fille accourut

et qu'elle se jeta aux pieds du prêtre

 

Au nom de Dieu Yannig, revenez moi

Vous êtes coupable, coupable de ma mort

 

Le sieur Yann Flecher est prêtre

Il est curé au bourg de Nizon

 

Souvent je l'ai vu pleurer

Tout près de la tombe de Geneviève

 

liste des chansons

 

Bannieloù Lambaol

 

1- Me 'm eus bet plijadur e Lambaol a-wechoù

Oc'h ober tro an iliz gant an holl vannieloù

 

Jo po po po lan di bi di bi, jo po po po lan di bi do

Man tur la ri don de nig, jo pi rey pi ral la

 

2- Hag o stouiñ ganto dirak an aoter vras

Hag ouzh o sevel kerkent, er vann ken serzh all c'hoazh

 

3- Plijadur am beze pa veze ar pardon

Oc'h ober tro ar vered gant an dud a galon

 

4- Eno veze gwelet, pa groge an avel

Piv 'oa ar baotred wellañ da zougen ar banniel

 

5- Ha dre ma tremened a bep tu d'ar vali

Gant o zeod flour ar merc'hed a roe o ali

 

6- Hag a rae o dibab e-touez ar baotred vrav

A welent en o c'haerañ o tremen dirazo

Les bannières de Lampaul

 

1- Moi j’ai pris plaisir à Lampaul naguère

A faire le tour de l’église avec toutes les bannières

 

Jo po po po lan di bi di bi, jo po po po lan di bi do

Man tur la ri don de nig, jo pi rey pi ral la

 

2- Et à m’incliner avec elles devant le maître-autel

Et à les relever aussitôt, en l’air toujours de plus belle

 

3- Je m’amusais drôlement quand il y avait pardon

A faire le tour du cimetière avec les gens courageux

 

4- C’est là qu’on voyait, quand le vent soufflait

Quels étaient les meilleurs pour porter la bannière

 

5- Et quand nous passions de chaque côté de l’avenue

Les filles, aux langues de velours donnaient leur avis

 

6- Et faisaient leur choix parmi les beaux gars

Qu’elles voyaient, si beaux passer devant elles

 

liste des chansons

 

Blaz an douar

 

Blaz an douar a zo ganti

Blaz an douar a zo ganti

Liv ar mor a zo warni

Divalav vez tachadoù

Gwallgaset a-wechoù

 

Brezhoneg, va yezh

Bezañ an unanik

An dra-se n'eo ket aes

En ur vro ken gouez (2 w.)

 

Pa rank lakaat an dud

Da c'houzout n'eo ket mut

He fouez-mouezh a ziroll

Strakal a ra en avel foll (2 w.)

 

Pa fring an troioù-lavar

Gant ar fent, gant ar gounnar

'vez ket pell ar goapaer

o kas an dorzh d'ar gêr (2 w.)

 

Pa rank kanañ laouen

e trid evel un delenn

o hadañ e pep kalon

an eürusted wirion (2 w.)

 

Ar garantez, pa gan

E liorzh ar gerioù tener

laka ar bleunioù da ziwan

War vuzelloù ar c'haner (2 w.)

 

a-dreuz ar c'hantvedoù

Dismegañs ha brezelioù

deus graet eus ar brezhoneg

ur yezh taer ha kalonek (2 w.)

Le goût de la terre

 

Elle a le goût de la terre

Elle a le goût de la terre

Et la couleur de la mer

Parfois amère jetée à terre

Pourtant la langue bretonne tonne

 

Breton, ma langue

Vivre dans l'harmonie

Cela n'est pas facile

Dans un pays si intolérant (2 fois)

 

Quand ses locuteurs

souhaitent se faire entendre

Son accent si tonique

claque dans la tempête (2 fois)

 

Quand ses locutions caracolent

Entre humour et colère

Et ironie aussi

Pour répondre aux critiques (2 fois)

 

Quand elle doit chanter sa joie

elle frémit comme une harpe

remplissant chaque cœur

de véritable joie (2 fois)

 

L'amour quand elle le chante

dans le jardin des mots doux

fait éclore des fleurs

sur les lèvres du chanteur (2 fois)

 

A travers les siècles

le mépris et les guerres

ont fait du breton

une langue hardie et courageuse (2 fois)

 

liste des chansons

 

Bro gozh va zadoù

 

Ni, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro !

Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro

Dispont kreiz ar brezel hon tadoù ken mad

A skuilhas eviti o gwad

 

Breizh, ma bro, me gar ma bro,

Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro ;

Ra vezo digabestr ma bro !

 

Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar varzed

N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed ;

Pep menez, pep traonienn d'am c'halon zo ker,

Enno kousk meur a Vreizhad taer !

 

Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñv

N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv

Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,

O pegen kaer ez out, ma bro !

 

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,

He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh

He c'halon virvidik a lamm c'hoazh en he c'hreiz

Dihunet out bremañ, ma Breizh !

Le vieux pays de mes ancêtres

 

Nous, bretons de cœur, nous aimons notre vrai pays !

L'Armorique est célèbre de par le monde

Sans peur, au cœur de la bataille, nos si bons pères

Versèrent pour lui leur sang

 

Bretagne, mon pays, je t'aime mon pays,

Tant que la mer sera tel un mur autour de lui ;

Reste libre mon pays !

 

Bretagne terre des vieux Saints, terre des bardes

Il n'y a pas d'autre pays que j'aime autant dans le monde ;

Chaque montagne, chaque vallée est belle à mon cœur

Là dorment plus d'un Breton courageux !

 

Les bretons sont des hommes dures et forts

Il n'y a pas de peuple si courageux sous nos cieux

Ils composent tristes complaintes et belles chansons

Ô que tu es beau mon pays !

 

Si la Bretagne fut vaincue dans les grandes guerres,

Sa langue est toujours aussi vive

Son cœur bouillonnant bondit encore en son sein

Tu es debout maintenant, ma Bretagne !

 

liste des chansons

 

Kenavo

 

Kanet hon eus a galon vat

En enor d'ar vro ha da Zoue

Mat eo lidañ, kent 'n em guitaat

Gant ur sonenn hor c'harantez

 

Kenavo deoc'h, gwir Vretoned

Bleuñviñ a ra al levenez

E pep kalon ouzh ho kwelet

Enor deoc'h-c'hwi ha trugarez !

 

Sonet hon eus, breudeur garet

'vit hadañ joa, sec'hiñ an dar

Ha deskiñ d'an dasson lâret

Ez eus Bretoned war an douar...

 

Ez eus war an douar ur vro gaer

Tud vat ha kalonek enni

Hag he deus taolet he splannder

War hent an enor hep fazi.

Au-revoir

 

Nous avons chanté en cœur

En l'honneur du pays et de Dieu

Célébrons, avant de se quitter

Notre amitié par une chanson

 

Au-revoir à vous, vrais Bretons

La joie fleurit

Dans chaque cœur en vous voyant

Honneur à vous et puis merci !

 

Nous avons joué de la musique, chers frères

Pour répandre la joie et sécher les larmes

Et faire savoir à la rumeur commune

Qu'il y a des Bretons sur cette terre

 

Il y a sur cette terre un beau pays

De bonnes gens courageux y vivent

Et qui a jeté son éclat

Vers l'honneur parfait

 

liste des chansons

 

Gwerz ar vezhinaerien

 

Na pa 'm oa klevet ar c'heleier

E ranke mont kuit va mestrez

Da vezhina d'an enezeier

Trielen ha Moalenez

 

Na pa 'm oa klevet ar c'heloù

E ranke mont kuit mintin mat

Kerkent ha ma save ar gouloù

E save an dour en va daoulagad

 

Kar ar vuhez en enezennoù

Zo ur vuhez trist ha kalet

Bemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioù

Ar vezhinaerien 'zo tud daonet

 

En o bagoù, abred diouzh ar mintin

E lakaont ar c'herreg en noazh

Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin

Ha torret o c'hein gant ar c’hravazh

 

Ar beleg kozh er gador a lavar

Ez eus un Doue war ar mor

Hag un Doue all c'hoazh war an douar

Evit ar re a chom er goudor

 

An hini en deus savet ar ganaouenn

En deus bet klevet alies

Kerent, mignoned hag amezeien

O kontañ buhez war an enez

 

E dad-kozh en deus bet graet ar vicher

Da droc'hañ an tali moan

A-hed e vuhez war ar reier

Etre ar C’horejoù ha Kerlouan

La complainte des goëmonniers

 

Quand j'avais entendu les nouvelles

Que mon aimée devait s'en aller

Ramasser le goémon aux îles

Trielen et Molène

 

Et quand j'avais appris

Qu'elle s'en irait de bon matin

Aussitôt que venait la lumière

Les larmes me montèrent aux yeux

 

Car la vie dans les îles

Est une triste et pénible vie

Chaque jour, chaque nuit dans la peine

Les goëmonniers sont des gens bannis

 

Dans leurs barques, de bon matin

Ils dénudent les rochers

Leurs mains fendues par la guillotine

Et leurs dos cassés par la civière

 

Le vieux prêtre en chaire dit

Qu'il y a un Dieu sur la mer

Et un autre Dieu sur la terre

Pour ceux qui restent à l'abri

 

Celui qui a écrit cette chanson

A bien souvent entendu

Des parents, des amis, des voisins

Raconter leur vie sur l'île

 

Son grand-père a fait ce métier

De couper le fin laminaire

Au long de sa vie sur les rochers

Entre Korejou et Kerlouan

 

liste des chansons

 

Brezhoneg 'raok

 

Tud an Argoad ha tud an Arvor

Tud diwar ar maez ha tud ar c'hêrioù bras

Tud Breizh Izel ha tud an Naoned

Diwallit 'ta mar plij diwallit 'ta

 

Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,

Hep Brezhoneg Breizh ebet

Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,

Arabat komz diwar-benn Breizh

 

Ma c'hellit ket sell dre ho taoulagad

Ma c'hellit ket lâr dezhi "da garan"

Ma c'hellit ket lâr "va mab" d'ho pugel

Echu eo an abadenn da virviken

 

Da virviken ez a da vezañ dall

Un dachenn gwel d'ar gwirvoud, d'an hollved

Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh

Gant an nerzh, an arc'hant, an danvez

En avant langue bretonne

 

Gens des terres et gens de la côte

Gens des campagnes et gens de villes

Gens de Basse-Bretagne et gens de Nantes

Méfiez vous, s'il vous plaît méfiez vous

 

Sans langue bretonne, sans langue bretonne

Sans langue bretonne pas de Bretagne

Sans langue bretonne, sans langue bretonne

Inutile de parler de la Bretagne

 

Si vous ne pouvez pas voir par vos yeux

Si vous ne pouvez pas lui dire " da garan" (je t'aime)

Si vous ne pouvez dire "ma mab" à votre fils

La partie est perdue pour toujours

 

Pour toujours sera obstruée

Une fenêtre ouverte à la réalité et à l'univers

Un peu plus oppressée l'humanité

Par la force, l'argent et le matérialisme

 

liste des chansons

 

Marv Pontkalek

 

Ur werz a zo nevez savet

Treitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)

War varkiz Pontkalek eo graet

Treitour a ! Mallozh du, mallozh dit

Treitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)

 

War varkiz yaouank Pontkalek

Ker brav ker drant ken kalonek

 

Mignon a oa d'ar Vretoned,

D'ar vourc'hizien ne lâran ket

 

D'ar vourc'hizien ne lâran ket

A zo a-du d'ar C'hallaoued

 

Lakaet en devoa en e benn

Disammañ deomp-ni hon hordenn

 

Ur paour eus kêr o klask e voued

Hennezh en deus e ziskuliet

 

Ha pa oa degouezhet e Naoned

E oa barnet ha kondaonet

 

Marv da zaou vloaz warn ugent

'vel ar verzherien hag ar Sent

 

Marv neb a gare e vro

Hag he c’haras betek marv

La mort de Pontkalek

 

Une complainte a été nouvellement composée

Ah traître ! malheur à toi

A propos du Marquis de Pontkalek

Ah traître ! malheur à toi

Ah traître ! malheur à toi

 

Sur le jeune Marquis de Pontkalek

Si beau, si gai et si courageux

 

Il était l'ami des Bretons

Mais pas celui des bourgeois

 

Mais pas celui des bourgeois

Qui sont du côté des Français

 

Il s'était mis en tête

De nous décharger de notre fardeau

 

Un pauvre citadin mandiant son pain

Celui-là l'a dénoncé

 

Et quand il arriva à Nantes

Il fut jugé et condamné

 

Mort à vingt deux ans

Comme les martyres et les Saints

 

Mort celui qui aimait son pays

Et qui l'aima à en mourir

 

liste des chansons

 

Bec'h ha Bec'h

 

Gwelloc'h tudoù kemer an avel

Ha sturiañ mat listri an noz

Kaeroc'h tudoù chom sonn ha sevel

Chom reut dirak dorn ar mallozh

 

Ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'ar chadenn

Ha tud a glemm ha tud a yud

Ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'hon awen

Falloc'h fallañ eo chom mut

 

Gwelloc'h tudoù faoutañ an derv

Ha meskañ mat gwall skorn ha tan

Splannoc'h tudoù chom noazh en erv

Chom reut dindan taol bazh ar boan

 

Ha hir ha hir ha hir an hañvezh

dindan un heol o eurañ glizh

Ha hir ha hir ha hir noz devezh

Ar paour-kaezh den o klask biz

 

Ma chomit gwak dindan ar peulvan

Eo koulz d'an heol pulluc’h an ed

Ribod an diaoul kounnar an dogan

A valo piz gwinizh ar bed

 

Ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h en hañvezh

Gwell eo hadañ segal ar vro

Ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h war evezh

Ma n'out ket framm den all ne vo

Allons y

 

Mieux vaut bonnes gens prendre le vent

Et bien manœuvrer les navires de la nuit

Il vaut mieux bonnes gens rester d'aplomb

Et rester ferme devant la main du malin

 

Et allons-y allons y sur la chaîne

Et des gens gémissant et criant

Et allons-y allons y sur l'inspiration

Il est pire encore de se taire

 

Mieux vaut bonnes gens fendre le chêne

Et bien mélanger la glace et le feu

Il vaut mieux bonnes gens être nu dans le sillon

Et rester raide sous les coups de bâton

 

Et dure et dure et dure le long été

Sous le soleil qui sèche la rosée

Et dure et dure et dure les nuits et les jours

Du pauvre homme cherchant sa croûte

 

Si vous restez mous sous votre menhir

Autant que le soleil brûle la moisson

Fureur du diable, colère de l'homme trompé

Qui moudra en fine poudre le froment du monde

 

Et tiens bon, tiens bon, tiens bon tout l'été

Mieux vaut semer le seigle du pays

Et tiens bon, tiens bon, reste sur tes gardes

Si tu n'es pas sûr, personne ne le sera

 

liste des chansons

 

An alarc'h

 

Un alarc’h, un alarc’h tramor,

War-lein tour moal kastell Arvor !

 

Dindindan d’an emgann d’an emgann !

O Dindindan d’an emgann ez an !

 

Nevezinti vat d'ar Vretoned !

Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued !

 

Erru ul lestr e pleg ar mor,

E ouelioù gwenn gantañ digor ;

 

Degouezhet an aotrou Yann en-dro,

Degouezhet eo da ziwall e vro ;

 

D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued,

A vac'hom war ar Vretoned.

 

Ken e laosker ur youc'hadenn,

A ra d'an aod ur grenadenn ;

 

Ken e sonn ar menezioù las ;

Ha from ha trid ar gazeg c'hlas ;

 

Ken e kann laouen ar c'hleier,

Kant lev tro-war-dro, e pep kêr.

 

Deuet eo an heol, deuet eo an hañv ;

Deuet eo en-dro an aotrou Yann !

 

An aotrou Yann a zo paotr mat ;

Ken prim e droad hag e lagad.

 

Laezh ur Vreizhadez a sunas,

Ul laez ken yac’h evel gwin kozh.

 

Luc’h a daol e c’hoaf p’en horell,

Ken e vrumenn an neb a sell.

 

Pa c’hoari kleze, ker kreñv e tarc’h,

Ken e taouhanter den ha marc’h.

 

Dalc’homp Bretoned, dalc’homp mat

Arsav na truez gwad ouzh gwad !

 

Skrignal ra bleizi Breizh-Izel,

O klevet embann ar brezel,

 

O klevet ar youc’h e yudont :

Gant c’hwezh ar C’hallaoued e reont.

 

Paotred Bro-C’hall lec’h ma kouezhint,

Betek deiz ar varn c’hourvezint ;

 

An diveradur eus ar gwez

ray dour benniget war e vez !

 

(Enor enor d’ar Gwenn-ha-Du

Ha d’an dreitourien mallozh ruz)

Le cygne

 

Un cygne, un cygne d'outre-mer

Au sommet de la vieille tour du château d'Arvor !

 

Dindindan au combat au combat !

Dindindan au combat je m'en vais !

 

Bonne nouvelle aux Bretons

Et malédiction rouge sur les Français

 

Un navire est arrivé dans la baie,

Ses blanches voiles grand ouvertes ;

 

Le seigneur Jean est de retour,

Il est venu défendre son pays ;

 

Nous défendre des Français,

Qui oppriment les Bretons.

 

Si bien que nous lâchons un cri

Qui fait trembler nos côtes ;

 

Si bien que se dressent les montagnes lasses ;

Et que se déchaîne la mer ;

 

Si bien que les cloches battent joyeusement,

Cent lieues alentours en toutes villes.

 

Le soleil est arrivé, l'été est arrivé ;

Le seigneur Jean est revenu !

 

Le seigneur Jean est un homme bon ;

Si vif son pied que son œil.

 

Il téta le lait d'une bretonne,

Un lait si sain que du bon vin.

 

Sa lance jette des éclairs quand il la brandit,

Qu'elle éblouit qui la regarde.

 

Quand il joue de son épée, il frappe si fort,

Qu'il coupe en deux cheval et cavalier.

 

Tenons Bretons, tenons bien

Ni trêve ni pitié, sang à sang

 

Les loups de Basse Bretagne grincent des dents,

En entendant la déclaration de la guerre,

 

En entendant la clameur ils hurlent :

C’est l'odeur du Français qui les enrage.

 

Les Français là où ils tomberont,

Jusqu'au jugement dernier resteront

 

L'égout des arbres

Sera de l'eau bénite sur sa tombe !

 

(honneur honneur au Gwenn ha Du

et aux traîtres malheur rouge

 

liste des chansons

 

Feunteun Santez Dwinenn

 

Barzhoneg diwar zorn ar C'hembread Ceiriog Hugues,

troet e brezhoneg gant Anatol ar Bras (1892)

 

1- Deus feunteun Santez Dwinenn an dour atav a red,

Koulskoude ar garantez atav zo bev er bed,

Ha, kaer o deus kaout vertuz holl speredoù an dour,

N'em zispartifont biken diouzh va mestrezig flour.

 

2- Mont a ris da Llandwinenn, un devezh kreiz an hañv,

Ken sodet gant ur verc'hig ken e oan strizh ha klañv.

Evañ a ris deus ar feunteun, met kaer em boa evañ

Na raen met karout muioc'h an hini a garan.

 

3- Goul' a ris petra d'ober digant un den a oad :

N'em daol en dour, emezañ, hag az po da vennad.

Me war va fenn er feunteun, met a-raok dont er maez

Div wech gwashoc'h evit kent e karen va mestrez.

 

4- Mont a ris da eurediñ, en hañv, ur mintin kaer,

D'iliz parrez Llandwinenn hag evit lâret berr,

N' desped deoc'h Santez Dwinenn ha d'ar reuz am eus bet,

Hiziv mui evit biskoazh ma c'halon zo sordet.

 

5- Enor vras da Llandwinenn ha d'he feunteun dour-red !

Met c'hwi yaouankiz da zont ; ho pezit soñj bepred

Penaos n'eus Santez na dour kap da droc'hañ

Terzhienn gozh ar garantez az aer a zaou d'he c'hrennañ.

La Fontaine de Sainte Twinenn

 

Poésie de la main du Gallois Ceiriog Hugues,

traduite en breton par Anatole le Bras (1892)

 

1- Toujours il coule de l'eau de la fontaine de Sainte Twinenn,

Pourtant l'Amour est toujours vif en ce monde,

Et tous ces esprits de l'eau ont beau être vertueux,

Jamais ils ne se déferont de ma douce maîtresse.

 

2- J'allai à Llandwinenn, un jour en plein été

Si épris d'une jeune fille que j'en étais mal à l'aise et malade

Je bus de cette fontaine, mais j'avais beau boire

Je ne faisais qu'aimer d'avantage ma bien aimée.

 

3- Je demandai quoi faire à un vieil homme :

Jette toi dans l'eau dit-il, et tu auras ton souhait.

Et moi de plonger dans la fontaine, mais avant d'en sortir

J'aimais ma maîtresse deux fois plus qu'avant.

 

4- J'allai me marier, par un beau matin d'été,

A l'église de Llandwinenn et pour résumer,

Malgré vous Sainte Twinenn et du mal que j'ai eu,

Aujourd'hui plus que jamais mon cœur est épris.

 

5- Honneur à Llandwinenn et à sa fontaine d'eau vive !

Mais vous les jeunes à venir ; rappelez vous toujours

Qu'il n'y a ni Sainte ni eau capable de vaincre

La vieille maladie d'amour qu'on ne peut guérir qu'à deux.

 

liste des chansons

 

Pa soñjan e Selin

 

1- Doareoù ur paotr yaouank kozh,

Me m eus tapet ar boaz

Da dremen ma amzer neoazh

A-drugarez da seurt poz :

 

"Pa soñjan e Selin / e sav din, e sav din

Pa soñjan e Frañsoaz / e sav din c'hoazh

Pa soñjan e Maïte / Ma Doue e sav ivez

Met pa soñjan e Janin, / neuze ne sav ket ken !

Pe savfe pe rafe ket, / An dra-se n'urzhier ket"

 

2- Ar ganaouenn c'hourel mat-se

Ur rimadell gastrek

O tasseniñ barzh al loch-se

D'ar c'hedourien galonek :

 

3- Evit diduiñ ma amzer

Da douellañ an anken-mañ

En ur evezhiañ ar c'hleuzeur

A gan 'vel paotr an tour-tan :

 

4- Goude e bedenn diouzh an noz

Pa 'n ez un tammig sin

E kan ar c'hloareg e mod-s'  (e mod-se)

Hag eñ war e zaoulin :

 

5- E Plasenn ar Steredenn

Deuet da zasorc'hiñ an tan

Klevet a ris e-kreiz ma fromadenn

Mouezh ar soudard dian’ :  (dianav)

 

6- Hag ez an da echuiñ bremañ

Gant ma son yec'hedel

O lâret d'ar baotred o-unan

D'he lakaat da gan-broadel :

Quand je pense à Fernande

 

1- Une manie de vieux garçon,

Moi j'ai pris l'habitude

D'agrémenter ma solitude

Aux accents de cette chanson :

 

"Quand je pense à Fernande / Je bande, je bande,

Quand j' pense à Félicie, / Je bande aussi.

Quand j'pense à 'léonore, / Mon Dieu, je bande encore,

Mais quand j'pense à Lulu, / Là, je ne bande plus !

La bandaison, papa, / Ça n' se commande pas"

 

2- C'est cette mâle ritournelle,

Cette antienne virile,

Qui retentit dans la guérite

De la vaillante sentinelle :

 

3-Afin de tromper son cafard,

De voir la vi' moins terne,

Tout en veillant sur la lanterne

Chante ainsi le gardien de phare :

 

4- Après la prière du soir,

Comme il est un peu triste,

Chante ainsi le séminariste

A genoux sur son reposoir :

 

5- A l'Étoile, où j'étais venu

Pour ranimer la flamme,

J'entendis, ému jusqu'aux larmes,

La voix du Soldat inconnu :

 

6- Et je vais mettre un point final

A ce chant salutaire,

En suggérant aux solitaires

D'en faire un hymne national :

 

liste des chansons

 

Ev sistr ’ta Laou

 

Eürusañ tud war an douar, lon la

Eürusañ tud war an douar

Eürusañ tud war an douar

Daou zen yaouank oc'h en em gar, lon la

Daou zen yaouank oc'h en em gar

 

Ar re zimezet n'em garont ket, lon la

Ar re zimezet n'em garont ket

Ar re zimezet n'em garont ket

Gav o amzer hir ha kalet, lon la

Gav o amzer hir ha kalet

 

N'oan ket c'hoazh tri miz euredet

'benn 'vezen bemdez chikanet

 

Taolioù botoù, fasadigoù

Ha toull an nor a-wechigoù

 

N'eo ket an dra-se c'hoazh ra poan din

Met traoù all zo bet lâret din

 

Lâret zo din 'oan butuner

Ha lonker sistr, ha merc'hetaer

 

Me blij ar sistr a voutailhoù

Hag ar merc'hed a vriadoù

 

Ar sistr zo graet 'vit bout evet

Hag ar merc'hed 'vit bout karet

 

Karomp pep hini e hini

'vo kuit da zen kaout gwarizi

 

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat, lon la

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat

Ur blank, ur blank ar chopinad, lon la

Ur blank, ur blank ar chopinad

Bois donc un coup de cidre mon gars

 

Les plus heureux de la terre,

Les plus heureux de la terre

Les plus heureux de la terre

Deux jeunes personnes qui s’aiment,

Deux jeunes qui s’aiment

 

Les gens mariés qui ne s’aiment pas,

Les gens mariés qui ne s’aiment pas

Les gens mariés qui ne s’aiment pas

S’ennuient à en mourir,

S’ennuient à en mourir

 

Je n’étais pas marié depuis plus de 3 mois

Que déjà chaque jour je me faisais réprimander

 

Des coups de pied, des claques

Et la porte même parfois

 

Ce n’est pas cela qui me chagrine le plus

Mais d’autres choses m’ont été dites

 

On m‘a dit que j’étais un fumeur,

Un buveur de cidre, et un coureur de jupons

 

J’apprécie le cidre par bouteilles

Et les filles par brassées

 

Le cidre est fait pour être bu

Et les filles pour être aimées

 

Aimons chacun sa chacune

Ainsi il n’y aura pas de jaloux

 

Bois donc un coup de cidre, car le cidre est bon,

Bois donc un coup de cidre, car le cidre est bon

Bois donc un coup de cidre, car le cidre est bon

Un sou, un sou la chopine,

Un sou, un sou la chopine

 

liste des chansons

 

Tri martolod yaouank

 

Tri martolod yaouank

tra la la la la la

Tri martolod yaouank

O voned da veajiñ

 

O voned da veajiñ, (4 gw.)

 

Gant avel bet kaset

Betek an douar nevez

 

E kichen Meilh-ar-Wern

O deus taolet o eorioù

 

Hag e-barzh ar veilh-se

E oa ur servijourez

 

Hag he goulenn ganin

Pelec'h hor boa graet konesañs

 

E Naoned er marc'had

Hor boa choazet ur walenn

 

Gwalenn a bromesa

Ha par omp da zimeziñ

 

Ni zimezo hon daou

Ha ni zalc’ho tiegezh

 

Ni zalc’ho tiegezh mat

Evel ur vamm hag un tad

 

Ni zimezo hon daou

Ha pa n'eus ket a vadoù

 

Ma mamm c'hwi zo n'hoc'h aez

N'ouzoc'h ket piv zo diaes

 

N'hon eus na ti na plouz,

Na gwele da gousket en noz

 

N'hon eus na liñsel na lenn,

Na pennwele dindan ar penn

 

N'hon eus na skudell na loa

Na danvez d'ober bara

 

Ni raio evel ar yar

Ni a gousko war an douar

 

Ni raio giz 'r c'hefeleg

ay da noz da glask hor boued

 

Echu eo ar son-mañ

An hini oar a gano c'hoazh

Trois jeunes marins

 

Trois jeunes marins

tra la la la la la

Trois jeunes marins

partis voyager

 

partis voyager,

 

Ils ont été emmenés par le vent

Jusqu’à Terre-neuve

 

Auprès de Port-Launay

Ils ont jeté l’ancre

 

Et dans ce moulin

Il y avait une servante

 

Et celle-ci me demanda

Où nous avions fait connaissance

 

A Nantes sur le marché

Nous y avions choisi une bague

 

Une bague de fiançailles

Et nous étions prêts à nous marier

 

Nous nous marierons

Et nous fonderons une famille

 

Nous ferons bon ménage

Comme un père et une mère

 

Nous nous marierons

Même si nous n’avons pas de biens

 

Ma mère vous vivez à l’aise

Vous ne savez pas ce qu’est la pauvreté

 

Nous n’avons ni maison ni foin,

Ni lit pour dormir la nuit

 

Nous n’avons ni drap ni couverture,

Ni oreiller sous nos têtes

 

Nous n’avons ni écuelle ni cuiller

Ni même de quoi faire du pain

 

Nous ferons comme les poules

Nous dormirons à même le sol

 

Nous ferons comme les bécasses

Nous irons chercher notre nourriture la nuit venue

 

Cette chanson se termine

Celui qui en sait plus chantera

 

liste des chansons

 

Fañchig bihan

 

Fañchig bihan mevel an ti,

Kerzhit evidon da Geraouedi.

 

Tapit din ma jav ha bridit eñ

Hag ez in me d’ar c’hoad gantañ.

 

Demat deoc'h c'hwi plac’h ag al lenn,

C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn.

 

C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn,

C’hwi walc’ho e vouchouer d’an den.

 

Gannan ket brav, gannan ket gwenn

Walc’hin ket e vouchouer da zen

 

Kar me ‘m eus ur breur en arme,

Ha pa ouife kement-se...

 

Ha pa ouife kement-se,

Droc’hfe ma goug diwar ma divskoaz !

Le petit Francis

 

Petit Francis valet de la maison,

Allez de ma part à Keraouedi.

 

Allez chercher ma monture et harnachez-la

Afin que j’aille au bois.

 

Bonjour à vous fille de l’étang,

Vous lavez bien, votre linge est éclatant.

 

Vous lavez bien, votre linge est éclatant,

Ainsi vous pourrez laver mon mouchoir également.

 

Je ne lave pas bien, je ne lave pas blanc

Je ne laverai pas votre mouchoir Monsieur

 

Car j’ai un frère qui est à la guerre,

Et s’il savait pareille chose…

 

Et s’il savait pareille chose,

Il me couperait la tête sans hésiter !

 

liste des chansons

 

Itron Gwerc’hez Kervaria

 

Itron Gwerc’hez Kervaria

Karget a levenez a joa,

D’ho pugale reit o Mennad,

Ni ho ped, Mari o Mamm Vat.

 

Kaer oa gwechall ho chapel

Kaer ‘vel kalon an dud fidel

A deue amañ d’ho pediñ,

Dirazomp 'mañ an testeni.

 

Heñvel ouzh Sent, pirc’hirined

D’ar chapel-mañ zo deredet

Piv lâro an niver dioute ?

Mari hepken, Mamm an aelez.

 

Kement a dud hag a ya c’hoazh

Da Wengamp, dindan ar gwez glas,

Amañ vez gwelet war an dro,

Deut eus kant parrez tro-war-dro.

 

Mari a gleve o fedenn,

Dezhe holl e roe o goulenn,

Darn ‘vit ar c’horf, darn all ivez

Bede Mari ‘vit an ene.

 

Anvet oc’h Gwerc’hez an Iskuit ;

Gwelout a rit o vont kuit

Tud pareet, hag o foanioù

Chome da veuliñ hoc’h anv.

Notre Dame de Kermaria

 

Notre Dame de Kermaria

Pleine de grâce et pleine de joie

Exaucez les voeux de vos enfants

Nous vous en prions Bonne Mère.

 

Votre chapelle naguère était belle

Belle comme le cœur des fidèles

Qui venaient ici vous prier,

Devant nous en est le témoignage.

 

Tels des Saints, les pèlerins

Sont accourus vers cette chapelle

Qui en dira leur nombre ?

Seule Marie, la mère des anges.

 

Tant de gens se rendent aussi

A Guingamp, sous les arbres verts,

Ici on peut les voire rassemblés,

Venus de cent paroisses alentour.

 

Marie entendait leur prière,

Elle leur donnait leur demande,

Certains pour la santé, d’autres aussi

Priaient Marie pour leur âme.

 

Vous êtes reconnue Vierge d’Iskuit ;

Vous voyez partir

Des gens guéris, et leurs peines

Restaient pour louer votre nom.

 

liste des chansons

 

Merc’hed Keriti

 

Selaouit holl hag e klevfet

Ur son zo bet nevez savet

 

E Ham tira la lir la ler

E Ham tira tra la lir lon la

 

Ur son a zo nevez savet

Da verc’hed Keriti ’z eo graet

 

Me a wel merc’hed Keriti

O tiskenn grav an Abati

 

Ganto ez eus paneradoù

Krampouezh gwinizh, boutailhadoù

 

Ar c’habiten a lavare

Na d’e vartoloded neuze

 

Lakomp ur vagig war ar dour

M’efomp ganti war vord ar mor

 

M’efomp ganti war vord an aod

Da wel ar merc’hed e c’hoant paotr

 

Ma vije bolontez Doue

vije amañ an Douar Nevez

 

Ma vije bolontez ar Werc’hez

rafemp amañ hon feskerezh

 

rafemp amañ hon feskerezh

Etre ar Yulc’h ha Molenez

 

E ti Jan Hamon, ar sallerez

teufemp d’ho kwelet alies

 

Adeo Perroz ha Plaeraneg

Santez-Barba, Beg an Dreinded

 

Adeo Penn Briad evit mat

Adeo ma dous, ez an d’ho kuitaat

Les filles de Kerity

 

Ecoutez tous et vous entendrez

Une chanson nouvellement composée

 

E Ham tira la lir la ler

E Ham tira tra la lir lon la

 

Une chanson nouvellement composée

Sur les filles de Kerity

 

Je vois les filles de Kerity

Descendre la côte de l’abbaye

 

Avec elles des paniers remplis

De crêpes de froment, de bouteilles

 

Le capitaine disait

Alors à ses matelots

 

Mettons une chaloupe sur l’eau

Nous irons avec elle au bord de l’eau

 

Nous irons avec elle à la grève

Voir les filles en mal d’homme

 

Si Dieu le voulait

Terre neuve serait ici

 

Si la Vierge le voulait

Nous ferions notre pêche ici

 

Nous ferions notre pêche ici

Entre le Yulc’h et Molène

 

Chez Jeanne Hamon, la saleuse

Nous viendrions vous voir souvent

 

Adieu Perros et Ploubazlanec

Sainte-Barbe, la pointe de la Trinité

 

Adieu le pointe de Bréhat pour de bon

Adieu ma douce, je vais vous quitter

 

liste des chansons

 

Va jardin

 

War vordig an hent bras, me ’m oa graet ur jardin, o !

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

Met an holl dud a lâre din

Va jardin o va jardin

An holl dud a lâre din

Va jardin ne oa ket din !

 

En dro d’ar jardin-se, me ‘m oa savet ur c’hleuz, o !

Ar c’hleuz oa d’ar jardin,

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

Ha war ar c’hleuzig-se, em boa plantet ur wezenn, o !

Ar wezenn oa d’ar c’hleuz, ar c’hleuz oa d’ar jardin,

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

E-barzh ar wezenn-se e oa kresket ur skourr, o !

Ar skourr oa d’ar wezenn, ...

 

Ha war ar skourrig-se oa bet savet un neizh, o !

An neizh a oa d’ar skourr, ...

 

E-barzh an neizhig-se oa bet dozvet un u, o !

An u a oa d’an neizh, ...

 

E-barzh an uig-se e oa kresket ur big, o !

Ar big a oa d’an u, ...

 

Ha war lost ar big-se oa kresket ur bluenn, o !

Ar bluenn oa d’ar big, ...

Mon Jardin

 

Sur le bord de la grand’ route, j’avais fait un jardin, o !

Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…

 

Mais tout le monde me disait

Mon jardib o mon jardin

Tout le monde me disait

Mon jardin n’était pas à moi !

 

Autour de ce jardin, j’avais élevé un talus, o !

Le talus était au jardin,

Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…

 

Et sur ce talus, j’avais planté un arbre, o !

L’arbre était au talus, le talus était au jardin,

Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…

 

Dans cet arbre il avait poussé une branche, o !

La branche était à l’arbre, …

 

Et sur cette petite branche un nid avait été fait, o !

Le nid était à la branche, …

 

Dans ce petit nid un œuf fut pondu, o !

L’œuf était au nid, …

 

Dans ce petit œuf une pie avait grandi, o !

La pie était à l’œuf, …

 

Et sur la queue de cette pie une plume avait poussé, o !

La plume était à la pie, …

 

liste des chansons

 

Kemenerien Pondivi

 

Tri c’hemener eus Pondivi

Lip e lip e laer e

Kargañ raint o revrioù gê

Tri c’hemener eus Pondivi

A oa deuet du-mañ da c’hoari.

 

oant ket antreet mat en ti,

Lip e lip...

oant ket antreet mat en ti,

o deus goullet o dijuni.

 

Pep a greunenn, pep a vouchenn,

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mañ zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet dek eur e Runan

oa lakaet ar yod war an tan.

 

Leizh ar gaoter vras betek ar grignenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mañ zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet teir eur e Runan

oa lakaet ar gleurc’h war an tan.

 

Pep a grampouezhenn, pep a zousenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mañ zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet seizh eur e Runan

oa lakaet ar pod war an tan.

 

Pep a garter kig-sall, pep a anduilhenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mañ zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Tap din an alc’hwez alese,

‘vit ma roin arc’hant dezhe.

 

Pep a driwec’h diner o deus bet,

Pep a voned bihan o deus graet.

Les tailleurs de Pontivy

 

Trois tailleurs de Pontivy

Lip e lip e laer e

Kargañ raint o revrioù gê

Trois tailleurs de Pontivy

Était venu jouer chez nous.

 

Ils n’était pas encore entrés dans la maison,

Lip e lip…

Ils n’était pas encore entrés dans la maison,

Ils ont demandé leur déjeuner.

 

Chacun une croûte, chacun une bouchée,

Ont mangé les tailleurs.

 

Si bien que le mari disait à la femme :

Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.

 

Mais la femme répondait toujours :

Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.

 

Quand sonnèrent dix heures à Runan

La bouillie était sur le feu.

 

Plein la marmite jusqu’au gratin

Ont mangé les tailleurs.

 

Si bien que le mari disait à la femme :

Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.

 

Mais la femme répondait toujours :

Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.

 

Quand sonnèrent trois heures à Runan

La crêpière était sur le feu.

 

Chacun une crêpe, chacun une douzaine

Ont mangé les tailleurs.

 

Si bien que le mari disait à la femme :

Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.

 

Mais la femme répondait toujours :

Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.

 

Quand sonnèrent sept heures à Runan

Le pot fut mis sur le feu.

 

Chacun un quartier de lard, chacun une andouille

Ont mangé les tailleurs.

 

Si bien que le mari disait à la femme :

Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.

 

Mais la femme répondait toujours :

Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.

 

Attrape-moi la clé de là

Pour que je leur donne de l’argent

 

Chacun dix-huit deniers ils ont eu

Ils ont fait chacun un petit bonnet

 

liste des chansons

 

Gwechall e oa

 

Gwechall e oa tan siminal

ha bremañ zo "chauffage central"

 

Ha bremañ zo, ha bremañ zo,

Ha bremañ zo, ha bremañ zo...

 

Gwechall e oa gouloù lutig

ha bremañ zo "l'tout électrique"

 

Gwechall e oa ar gazojen

ha bremañ zo ar GPL

 

Gwechall e oa arc'hant er gêr

ha bremañ zo "la carte bancaire"

 

Gwechall e oa c'hoari chiboud

ha bremañ zo ar baby-foot

 

Gwechall e oa banne lambig

ha bremañ zo ar "Gin Tonic"

 

Gwechall e oa ar butun glas

ha bremañ zo "l'paquet d'gauloises"

 

Gwechall e oa ur bern traoù kozh

ha bremañ zo "tout un tas de choses"

Jadis il y avait

 

Jadis il y avait le feu de cheminée

Et maintenant il y a le chauffage central

 

Et maintenant, et maintenant,

Et maintenant, et maintenant…

 

Jadis il y avait le lumignon

Et maintenant il y a le tout électrique

 

Jadis il y avait le gazogène

Et maintenant il y a le GPL

 

Jadis il y avait de l’argent dans la maison

Et maintenant il y a la carte bancaire

 

Jadis il y avait le jeu de Chibout

Et maintenant il y a le baby-foot

 

Jadis il y avait le coup de Lambic

Et maintenant il y ale Gin-tonic

 

Jadis il y avait le tabac bleu

Et maintenant il y a le paquet de Gauloises

 

Jadis il y avait un tas de vieux trucs

Et maintenant il y a tout un tas de choses

 

liste des chansons

 

D’ar bemp warn-ugent a viz Du

 

D’ar bemp warn-ugent a viz Du,

dje la ri da, la ri denno

Diskenn ar Saozon en Dour-Duff,

dje la ri da, ti rou li, tra di ri li, tra la la, la la lalo,

dje la ri da, la ri denno

 

Ar Saozon a zo diskennet,

Ur plac’h yaouank o deus laeret,

 

Laeret o deus ur plac’hig koant,

da gas gante d’o batimant,

 

Ar plac’hig koant sur a ouele,

Ar vartoloded a c’hoarzhe,

 

Na ouelit ket plac’hig yaouank,

Rak ho puhez ne gollot ket,

 

Rak ho puhez ne gollot ket,

Met ho enor ne lâran ket,

 

Hag an enor ur wech kollet,

Er marc’had ne vez ket kavet,

 

Ne vez ket kavet er marc’had,

Da brenañ sac’had-ha-sac’had.

Le vingt-cinq novembre

 

Le vingt-cinq novembre,

dje la ri da, la ri denno

Les Anglais descendirent au Dour-Duff,

dje la ri da, ti rou li, tra di ri li, tra la la, la la lalo,

dje la ri da, la ri denno

 

Les Anglais sont descendus,

Ils ont volé une jeune fille,

 

Ils ont volé une jolie fille,

pour l’emporter dans leur navire,

 

La jolie fille, sûr, pleurait,

Les matelots eux riaient,

 

Ne pleurez pas jeune fille,

Car vous ne perdrez pas votre vie,

 

Car vous ne perdrez pas votre vie,

Mais votre honneur je ne dis pas,

 

Et l’honneur une fois perdu,

On ne le  trouve pas sur le marché,

 

On ne le  trouve pas sur le marché,

A acheter par sacs.

 

liste des chansons

 

Mamm an avaloù

 

Savet vo ar violoñs, eme ar sonerien, ret e vo

Savet vo ar violoñs eme ar sonerien, ret e vo

Ober ur son dañs nag evit ar wezenn, ret e vo

Ober ur son dañs nag evit ar wezenn.

 

Ar wezenn he deus gwrizioù hag a dreuz ar richer, hag a ya

D’ur barrez vihan damdost da Landreger.

 

O chom amañ e Kerborn e-kichen ar c’hoadoù, glas eo

‘vel ur c’hlisinenn, hi leun a avaloù.

 

Un touch dimeus e he delioù zo pec’hed veniel, ha tañva

He avaloù zo ur pec’hed marvel.

 

Savet vo ar violoñs, homañ zo ur son trist, marv eo

Mamm an avaloù, ne vo ket ken a sistr.

La mère des pommes

 

Levons les violons, disent les musiciens, il faut

Levons nos violons, disent les musiciens, il faut

Faire un air de danse pour l’arbre, il faut

Faire un air de danse pour l’arbre.

 

L’arbre a des racines qui traversent la rivière, et qui vont

Vers une petite paroisse tout près de Tréguier.

 

Habitant ici à Kerborn près des bois, il est vert

Comme une glycine, pleine de pommes.

 

Toucher à ses feuilles est un pêché véniel, et goûter

De ses pommes est un pêché mortel.

 

Levons les violons, voici une chanson triste, elle est morte

La mère des pommes, il n’y aura plus de cidre.

 

liste des chansons

 

Son ar vartoloded

 

E Sant-Maloù war vord ar c’hae

a zo diskennet el lenn nevez.

 

Vergo, koñservi koñservando,

O la virgidi, la virgido,

La visteñgo, galet,

Ha me vez bemdez Matilin !

 

Ur vag nevez, karget a ed

Hag an dud zo deuet d’he gwelet.

 

Un dimezell deuet da welet

Pegement oa ar boezellad.

 

– etre daou skoed ha daou skoed dek

Met deuit er vag hag e welot.

 

P’eo deuet an dimezell er vag

Int komañset da navigat.

 

Hardizh d’ho pag martoloded

Un dimezell goant ho eus tapet.

 

Tapet hon eus un dimezell goant

Da gas ganeomp d’an Oriant.

 

– Me a glev va mabig eus a bell

a zo o ouelañ en e gavell.

 

– O n’emañ ket, o n’emañ ket

N’emañ ket al liv-se war ho peg.

 

N’emañ ket al liv-se war ho peg

da vezañ bet bugel ebet.

 

N’emañ ket al liv war ho pizaj

Da vezañ bet bugel biskoazh.

 

– Ma kouskan ganeoc’h er memes kambr

Me a ranko kavout paeamant.

 

– Daou skoed an deiz, tri skoed an noz

Ha kant skoed pa sono ar c’hloc’h.

 

En Oriant pa ‘z int diskennet

He zad he mamm o deus gwelet.

 

– O boñsoar deoc’h ma merc’h karet

Ni soñje deomp e oac’h kollet

 

– Kollet, va zad va mamm, n’oan ket

Met war ar mor oan ambarket.

 

Koñje d’he zud he deus goulennet

Dimeziñ d’unan eus ar vartoloded.

 

Da vestr ar vag eo dimezet

En noz kentañ eus o eured.

 

En noz kentañ eus o eured

Ur gwele plat o deus difoñset.

 

An hini gozh diwar al lenn

a grie diwar bouez he fenn

 

– Ar gwele-se a zo nevez

An dud a zo ennañ a zo ivez.

La chanson des matelots

 

A Saint-Malo sur le bord du quai

est arrivé au nouveau bassin.

 

Vergo, konservi konservando,

O la virgidi, la virgido,

La vistengo, galet,

Et je suis tous les jours Mathurin !

 

Un nouveau bateau chargé de blé

Et les gens sont venus le voir.

 

Une demoiselle venue pour voir

Combien coûtait le boisseau.

 

– entre deus écus et deux écus dix

Mais montez dans le bateau et vous verrez.

 

Quand la demoiselle est montée dans le bateau

Ils ont commencé à naviguer.

 

Souquez ferme matelots

Nous avons attrapé une jolie demoiselle.

 

Nous avons attrapé une jolie demoiselle

Pour l’emmener avec nous à Lorient.

 

– J’entends de loin mon fils

Qui pleure dans son berceau.

 

– Oh non, oh non,

Cela se voit à votre visage.

 

Cela se voit à votre visage

Que vous n’avez pas eu d’enfant.

 

Votre visage ne laisse pas paraître

que vous ayez jamais eu d’enfant

 

– Si je dors avec vous dans la même chambre

Je devrai avoir un salaire.

 

– Deux écus le jour, trois écus la nuit

Et cent écus quand sonnera la cloche.

 

Quand ils sont descendu à Lorient

Ils ont rencontré son père et sa mère.

 

– Oh bonsoir à vous ma fille chérie

Nous pensions que vous étiez perdue

 

– Mon père, ma mère, je n’étais pas perdue

Mais j’étais embarquée sur mer.

 

Elle demanda à ses parents la permission

De se marier avec un des matelots.

 

Elle s’est mariée au patron du bateau

La première nuit de leurs noces.

 

La première nuit de leurs noces

Ils ont défoncé un lit.

 

La mère de la fille, du bord du bassin,

Criait à tue-tête

 

– Ce lit-là est neuf

Et les gens qui sont dedans aussi.

 

liste des chansons

 

An Aotrou Nann hag ar Gorrigan

 

An aotrou Nann hag e bried

Yaouankik-flamm voent dimezet,

Yaouankik-flamm dispartiet.

 

An itron he deus ganet dec’h

Daou vugel ker kaer hag an erc’h ;

Unan zo paotr, an all zo merc’h.

 

- Petra c’houl ho kalon a vad,

Pa’c’h eus ganet ur mab d’e dad ?

Livirit, m’her roy deoc’h timat :

 

Kig kefeleg a stank an diaz,

Pe kig karv ar forest c’hlas ?

 

- Kig karv eo a gavfen mat ;

Hogen poan vezo mont d’ar c’hoad.

 

An aotrou Nann pa he c’hlevas,

En e c’hoaf derv a grogas,

 

Ha war e varc’h du a lammas,

Ha d’ar forest c’hlas ez eas.

 

War lez ar c’hoad pa oa degouezhet,

Un heizez wenn en deus gwelet ;

 

Hag eñ mont buan war he zro

Ken grene ’n douar dindano ;

 

Hag eñ mont war he lerc’h raktal

Ken rede an dour diouzh e dal,

 

Ha diouzh e varc’h a bep kostez,

Ken a zeuas an abardaez ;

 

Ken a gavas ur wazh vihan

E-kichen ti ur Gorrigan,

 

Ha tro-war-dro un dachenn flour ;

Hag eñ da ziskenn d’evañ dour.

 

Ar Gorrig oa tal he feunteun

O kribañ he blev hir melen,

 

Hag o c’hribe gant ur grib aour

(’n itronezed-se n’int ket paour.)

 

- Penaos out-te ken dievezh

Da zont da strafuilhañ va gwazh !

 

Dimeziñ din bremañ rafet,

Pe e-pad seizh vloaz e sec’hfet ;

Pe a-benn tri deiz e varvfet.

 

- Dimeziñ deoc’h me ne rin ket,

Rak ur bloaz ’zo on dimezet ;

 

Da zisec’hiñ ne chomin ket,

Na ’benn tri deiz ne varvin ket ;

 

Ne varvin ket a-benn tri deiz,

Nemet pa vezo youl Doue ;

 

Met gwell eo din mervel bremañ

Eget dimeziñ d’ur Gorrigan !

 

- Va mammig kaezh, ma’m c’haret,

Aozet va gwele ma n’eo ket ;

Gant ar c’hleñved ez on dalc’het.

 

Na livirit tra da’m fried,

A-benn tri deiz e vin beziet :

Gant ur Gorrigan on bet skoet.

 

Hag a-benn tri devezh goude

Ar wreg yaouank a c’houlenne :

 

- Livirit din-me va mamm-gaer,

Ha perak e son ar c’hleier ?

 

Perak e kan ar veleien

War al leur-zi, gwisket e gwenn ?

 

- En noz-mañ mervel en deus graet

Ur paour-kaezh hor boa kemeret.

 

- Va mamm-gaer din-me leveret,

Va aotrou Nann pelec’h eo aet ?

 

- E kêr va merc’hig ez eo aet ;

E berr e teuio d’ho kwelet.

 

- Va mamm-gaer gaezh, livirit din,

Ruz pe c’hlas d’an iliz ez in ?

 

- Va merc’hig, deuet eo ar c’hiz

Da vont gwisket du d’an iliz.

 

Pazenn ar vered pa dreuzas,

Bez he fried paour a welas.

 

- Pe re hon dud-ni zo marvet,

Pa’z eo hon douar-ni fresket ?

 

- Siwazh ! va merc’h, n’hallan nac’h mui,

Ho pried paour a zo enni !

 

War he daoulin en em strinkas,

Ha biken goude ne savas.

 

Burzhudus vije da welet,

An noz goude ma oa laket

An itron e bez he fried.

 

Gwelet div wezenn derv sevel

Diouzh o bez nevez d’an uhel ;

 

Ha war o brank div goulmig wenn,

Hag i ken drev ha kel laouen,

 

Eno o kanañ da c’houloù-deiz,

Hag o nijal d’an neñv goude.

Le Seigneur Nann et la Fée

 

Le seigneur Nann et son épouse

ont été fiancés bien jeunes,

bien jeunes désunis.

 

Madame a mis au monde hier

deux jumeaux aussi blancs que neige :

l’un est un garçon, l’autre une fille.

 

- Que désire votre cœur,

pour m’avoir donné un fils ?

Dites, que je vous l’accorde à l’instant :

 

Chair de bécasse, de l’étang du vallon,

ou chair de chevreuil, de la forêt verte ?

 

- La chair du chevreuil est celle que j’aimerais, mais vous allez avoir de la peine au bois.

 

Le seigneur Nann en l’entendant

saisit sa lance de chêne,

 

Et sauta sur son cheval noir,

et gagna la verte forêt.

 

En arrivant au bord du bois,

il vit une biche blanche ;

 

Et lui de la poursuivre aussitôt si vivement,

que la terre tremblait sous eux ;

 

Et lui de la poursuivre aussitôt si vivement,

que l’eau ruisselait de son front,

 

Et des deux flancs de son cheval.

Et le soir vint.

 

Et il trouva un petit ruisseau

près de la grotte d’une Korrigan,

 

Et tout autour du fin gazon ;

et il descendit pour boire.

 

La Korrigan était assise au bord de sa fontaine,

et elle peignait ses longs cheveux blonds,

 

Et elle les peignait avec un peigne d’or

(ces dames-là ne sont point pauvres.)

 

- Comment êtes-vous si téméraire

que de venir troubler mon eau !

 

Ou vous m’épouserez sur l’heure,

ou, pendant sept années vous sécherez sur pied ;

ou vous mourrez dans trois jours.

 

-Je ne vous épouserai point,

car je suis marié depuis un an.

 

Je ne sécherai point sur pied,

ni ne mourrai dans trois jours ;

 

Dans trois jours je ne mourrai point,

mais quand il plaira au bon Dieu ;

 

Mais j’aimerais mieux mourir à l’instant

que d’épouser une Korrigan !

 

- Ma bonne mère, si vous m’aimez,

faites-moi mon lit s’il n’est pas fait ;

je me sens bien malade.

 

Ne dites mot à mon épouse ;

dans trois jours je serai mis en terre :

une Korrigan m’a jeté un sort.

 

Et trois jours après,

la jeune femme demandait :

 

- Dites-moi, ma belle-mère,

pourquoi les cloches sonnent-elles ?

 

Pourquoi les prêtres chantent-ils

en bas, vêtus de blanc ?

 

- Un pauvre malheureux que nous avions logé

est mort cette nuit.

 

- Ma belle-mère, dites-moi,

mon seigneur Nann, où est-il allé ?

 

- Il est allé à la ville, ma fille ;

dans peu de temps il reviendra vous voir.

 

- Ma chère belle-mère, dites-moi :

mettrai-je ma robe rouge ou bleue pour aller à l’église ?

 

- La mode est venue, mon enfant,

d’aller vêtue de noir à l’église.

 

En franchissant l’échalier du cimetière,

elle vit la tombe de son pauvre mari.

 

- Qui de notre famille est mort,

que notre terrain ait été fraîchement bêché ?

 

- Hélas ! ma fille, je ne puis plus vous le cacher,

votre pauvre mari est là !

 

Elle se jeta à genoux,

et ne se releva plus.

 

Ce fut merveille de voir,

la nuit qui suivit le jour où on enterra

la dame dans la même tombe que son mari,

 

De voir deux chênes s’élever

de leur tombe nouvelle dans les airs

 

Et sur leurs branches, deux colombes blanches,

si sautillantes et si gaies !

 

Elles chantèrent là au lever de l’aurore,

et prirent leur envol vers les cieux.

 

liste des chansons

 

Dromader ar fest-deiz

 

Diskan :

An dud a lâre war va lerc’h :

“Hennezh zo ’vel un dromader (1) :

Gall’ a ra treuziñ ur fest-deiz

hep evañ takenn ebet !”

 

1. Disul ’m boa touet er fest-deiz

’m bije ket evet chopinad ’bet.

 

2. Oa ket re ziaes ’vit komañs

pad un eur ’m boa heuliet an dañs.

 

3. Met Marsel Gwilhou hag Annie Ebrel

’doa lañset un heuliad fisel.

 

4. Ma zeod oa sec’h vel un tamm koad

hag a ruze kichen va zroad.

 

 

5. Ne oan ket gouest da gaozeal

oan mat da gas d’an ospital.

 

6. An tri goapaer, stag ouzh ar bar

a wigoure ’vel d’ur c’hozh karr.

 

7. O ! Biken ne douin en-dro

O ! d’en em virout da evo !

 

8. O ! Biken ne douin amañ

O ! d’en em virout da evañ !

 

 

 

(1) “dromader” = dremedal e brezhoneg = dromadaire e galleg

Le dromadaire du fest-deiz

 

Refrain :

Les gens disaient après moi :

“Celui-ci est comme un dromadaire :

Il peut traverser un fest-deiz

Sans boire une seule goutte !”

 

1. Dimanche, j’avais juré que je ne

boirais pas une goutte au fest-deiz.

 

2. Ca n’était pas très difficile au début

Pendant une heure j’ai suivi la danse.

 

3. Mais Marcel Guillou et Annie Ebrel

ont lancé une suite Fisel.

 

4. Ma langue était sèche comme un

bout de bois,

et elle traînait près de mon pied

 

5. Je n’étais plus capable de parler

J’étais bon pour l’hôpital.

 

6. Les trois moqueurs collés au bar

Grinçaient comme une vieille charrette

 

7. Oh, je ne jurerai plus jamais

De m’empêcher de boire !

 

8. Oh, je ne jurerai plus ici

De m’empêcher de boire !

 

 

 

“Collecté” par Louis-Jacques Suignard le dimanche 13 10 2002, auprès du couple Le Coz-Monnot à Tro al Loar après le fest-deiz de Magoar.

 

liste des chansons

 

Pennhêrez Keroulaz

 

Ar bennhêrez a Geroulaz

He devoa un diduell vras

En ur c’hoari diouzh an diñsez

Gant bugale an aotrounez

 

Evit ar bloaz n’he deus ket graet

Rak he danvez ne aotre ket

Emzivadez eo a-berzh tad

Grad-vat he c’herent a ve mat

 

“Ar bennhêrez a Geroulaz

He deus hiziv plijadur vras

o tougen ur sae satin gwenn

Ha bleunioù aour war he fenn”

 

Evel-se e komzed er sal

Pa zeue ar bennhêrez er bal

Rak markiz Melz oa erruet

Gant e vamm hag e heul bras-meurbet

 

“Me garfe bezañ koulmig c’hlas

War an doenn a Geroulaz

Evit klevout ar gomplidi

Etre e vamm ha va hini

 

Gant e vad hag e anv brudet

Ar markiz-se din na blij ket

Hogen Kerdomaz pellik zo

a garan a garin atav”

 

“Me garfe bezañ eostig-noz

El liorzh war ur bodig roz

Pa zeufe da zastum bleunioù

Ni ’n em welfe eno hon-daou

 

Me garfe bezañ krakhouad

War al lenn ma walc’h he dilhad

Evit glebiañ va daoulagad

Gant an dour a c’hleb he daoudroad”

 

Ar bennhêrez a lavare

D’he mamm itron, en devezh-se :

“Abaoe emañ ar markiz amañ

Va c’halon a zo deuet da rannañ

 

Va mamm itron, me ho ped,

Da varkiz Melz n’am roit ket

Va roit kent da Ber ar Run

Pe, mar kirit, da Salaun

 

Va roit kent da Gerdomaz,

Hennezh en deus ar muiañ gras

En ti-mañ e teu alies

Hag e lezit din ober lez

 

- Va merc’h, ankouait an holl-se

Tra kent ho mad na zalc’han-me

Roet ar ger, pep tra zo graet

Da varkiz Melz e viot dimezet”

 

Itron Keroulaz a gomze

Ouzh ar bennhêrez evel-se

Rak erez oa en he c’halon

Ha Kerdomaz a oa he mignon

 

“Ur walenn aour hag ur sined

Gant Kerdomaz oa din roet

O c’hemeris en ur ganañ

Me o azroy en ur ouelañ

 

Dal, Kerdomaz, da walenn aour,

Da sined, da garkanioù aour,

N’on ket lezet d’az kemeret

Mirout da draoù ne zlean ket”

 

Kriz a galon neb na ouelje

E Keroulaz neb a vije

o welet ar bennhêrez kaezh

o pokat d’an nor pa’z ae er-maez

 

Ar bennhêrez a lavare

E Kastell-gall, daou viz goude :

“Ne gavfen ket ur c’hannader

Evit dougen d’am mamm ul lizher ?”

 

Koulskoude ul lizher a skrivas

Ha d’ar floc’h e berr e roas

Gant gourc’hemenn evit e gas

Raktal d’he mamm e Keroulaz

 

Pa erruas al lizher ganti

e oa er sal oc’h ebatiñ

Gant lod tudjentil eus ar vro

Ha Kerdomaz a oa eno

 

Pa voe al lizher ganti lennet

Da Gerdomaz he deus lavaret :

“Lakait dibrañ kezeg raktal

Ma’z aimp fenoz da Gastell-gall”

 

Itron Keroulaz a c’houlenne

E Kastell-gall pa errue :

“Petra nevez zo en ti-mañ

P’eo stegnet ar perzhier er c’hiz-mañ ?

 

- Ar bennhêrez oa deuet amañ

a zo marv en nozvezh-mañ

- Mard eo marv ar bennhêrez

Me eo he gwir lazherez !

 

Meur a wech din he doa lavaret :

Da varkiz Melz n’am roit ket

Va roit kent da Gerdomaz

Hennezh en deus ar muiañ gras”

 

Kerdomaz hag ar vamm gablus

Skoet gant un taol ken mantrus

’zo en em ouestlet da Zoue

En ur c’hloastr, a-hed o buhez.

L’héritière de Keroulas

 

L’héritière de Keroulas

Avait un grand amusement

À jouer aux dés

Avec les enfants des nobles

 

Cette année elle ne l’a pas fait

Car sa sitution l’en empêche

Elle est orpheline de son père

Le bon gré de ses parents serait bienvenu

 

“L’hritière de Keroulas

A aujourd’hui grand plaisir

à porter une robe de satin blanc

Et des fleurs dorées sur sa tête”

 

C’est ainsi que l’on parlait dans la salle

Quand venait l’héritière au bal

Car le marquis de Mels était arrivé

Avec sa mère et sa suite ombreuse

 

“Je voudrais être blanche colombe

Sur le toit de Keroulas

Pour entendre les complicités

Entre sa mère et la mienne

 

Avec son bien et son nom célèbre

Ce marquis-là ne me plaît pas

Mais c’est Kerdomas depuis longtemps

que j'aime et que j’aimerai toujours”

 

“Je voudrais être rossignol du soir

Dans le jardin sur un bouquet de roses

Quand elle viendrait cueillir des fleurs

On s’y verrait là nous-deux

 

Je voudrais être sarcelle

Sur l’étang où elle lave son linge

Pour mouiller mes yeux

De l’eau qui mouille ses pieds”

 

L’héritière disait

A sa dame-mère, ce jour-là :

“Depuis que le marquis est ici

Mon cœur s’est brisé

 

Madame ma mère, je vous en prie

Ne me donnez pas au marquis de Mels

Donnez moi plutôt à Pierre le Run

Ou, si vous voulez, à Salaün

 

Donnez moi plutôt à Kerdomas

Celui-là est le plus aimable

Il vient chez nous souvent

Et vous le laissez me courtiser

 

- Ma fille, oubliez tous ceux-là

Rien que votre bien je ne veux

Promesse est faite, tout est prêt

Vous serez mariée au marquis de Mels”

 

La dame de Keroulas parlait

A l’héritière de la sorte

Car elle avait de la jalousie dans le cœur

Et aimait Kerdomas

 

“Une bague en or et un seing

Me furent offerts par Kerdomas

Je les pris en chantant

Je lui les rendrai en pleurant

 

Tiens, Kerdomas, ta bague en or,

Ton seing, tes carcans dorés,

Je ne suis pas laissée te prendre

Je ne dois pas garder tes cadeaux”

 

Cruel le cœur de qui ne pleurerait

A Keroulas quiconque serait

en voyant la malheureuse héritière

embrassant la pote quand il s’en allait

 

L’héritière disait

A Kastell-gall, deux mois plus tard :

“Ne trouverais-je pas un messager

Pour porter une lettre à ma mère ?”

 

Cependant elle écrivit une lettre

Et au page de suite le donna

Avec ordre de l’amener

Aussitôt à sa mère à Keroulas

 

Quand la lettre lui arriva

elle était dans la salle à s’ébattre

Avec certains nobles du pays

Et Kerdomas était là

 

Quand elle eut lu la lettre

Elle dit à Kerdomas :

“Faites seller des chevaux tout de suite

Que nous allions ce soir à Kastell-gall”

 

La dame de Keroulas demandait

En arrivant à Kastell-gall :

“Quoi de neuf en cette demeure

Pour que les portes soient ainsi tenturées ?

 

- L’héritière qui était venue ici

est morte en cette nuit

- Si l’héritière est morte

J’en suis la vraie meurtrière !

 

Plus d’une fois elle m’avait dit :

Au marquis de Mels ne me donnez pas

Donnez moi plutôt à Kerdomas

Celui-là est le plus aimable

 

Kerdomas et la mère coupable

Frappée pa un coup si regrettable

Se sont consacrés à Dieu

Dans un cloître, pour la vie.

 

liste des chansons

 

E kreiz an noz

 

E kreiz an noz me glev an avel

O vlejal war lein an ti

 

Avel, avelig c'hwezhit 'ta

Al lann 'n em gann, hag a ya d'an daoulamm

Ha kanit buan kan ar frankiz deomp-ni

 

Diouzh ar reter e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh ar c'hornôg e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh an douar e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh ar mor bras e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Ne vern pe du e c'hwezh an avel

Brav eo bevañ 'barzh an ti

Au cœur de la nuit

 

Au cœur de la nuit j’entends le vent

Qui mugit sur le toit de la maison

 

Vent, petit vent soufflez donc

L’ajonc se bat, e part au galop

Et chantez nous vite le chant de la liberté

 

De l’est souffle le vent

Qui mugit sur le toit de la maison

 

De l’ouest souffle le vent

Qui mugit sur le toit de la maison

 

De la terre souffle le vent

Qui mugit sur le toit de la maison

 

Du large souffle le vent

Qui mugit sur le toit de la maison

 

Peu importe d’où souffle le vent

Il fait bon vivre dans la maison

 

liste des chansons

 

Pardon Speied

 

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

 

Ur plac'h yaouank am eus kavet

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

En ur park bras hon eus kousket

Ar verol bras am eus tapet

 

D'an ospital on bet kaset

War un daol vras on bet laket

 

Ha ma lost bras zo bet troc'het

Dre ar prenestr eo bet taolet

 

Ur mell ki-bleiz zo tremenet

Ha ma lost bras en deus lonket

 

Hag ar c'hi bleiz a zo marvet

La la la lo... La la le lo

Le Pardon de Spézet

 

Au pardon de Spézet j’ai été

Au pardon de Spézet j’ai été

Au pardon de Spézet j’ai été

Au pardon de Spézet j’ai été

 

Une jeune fille j’y ai trouvée

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

Dans un grand champ avons couché

La grande vérole j’ai attrapé

 

A l’hôpital je suis amené

Sur une grande table on m’a posé

 

Et ma grande queue on a coupée

Par la fenêtre on l’a jetée

 

Un grand chien loup vient à passer

Et ma grande queue il a mangée

 

Et le chien loup il a crevé

La la la lo... La la le lo

 

liste des chansons

 

Son ar C’hafe

 

A Gastell-Paol da Lannuon

A Gernev da Oueloù

Ez eus bet savet meur a son

Diwar an evajoù

Evidon keit ha ma vevin,

Me gav din e lârin :

Netra ne blij din-me

'vel ur banne kafe

Netra ne blij din-me

'vel ur banne kafe

 

Ur vamm pa glev he bugel kaezh

O ouelañ 'n e gavell

Gant ur banne kafe gant laezh

A ra dezhañ tevel

Ha neuze div vouezhig vihan

A-unan a vouskan :

Netra ne blij din-me...

 

Ha pa'z eas Fañch, paotr faro,

Da welout Janig vrav

e lâras dezhi : "Du-mañ zo

Sistr ha gwin leun ar c'hav"

Met Janig respontas a-benn

D'ar c'haezh den he sonenn :

Netra ne blij din-me...

 

En tiegezhioù pinvidik

eo bet a-viskoazh

Ar c'hiz da ginnig kafe rik

Goude ar predoù bras

Aotrounez hag itronezed

A gleved o lâret :

Netra ne blij din-me...

 

Ar paour ivez vesk al ludu,

En ur pod pri faoutet

A domm ur banne kafe du

A-raok mont da gousket

Hag hep soñjal 'n e baourentez

'n e wele e hunvre :

Netra ne blij din-me...

 

Kentañ labour ar martolod

Kerkent m'eo dihunet

Eo redek da zifenn e lod

Eus an dour du karet

Hag ur wech leinet mat, d'e dro

E lâro, hep distro :

Netra ne blij din-me...

 

Ar c'hafe zo ul louzaouenn

Hep par dreist pep hini

Ha n'hallan ket en ur sonenn

Kaer a-walc'h he meuliñ

Va son a vefe kalz re verr

Pa'z eo gwir, en ur ger :

Netra ne blij din-me...

 

Me a varvo ivez moarvat

Evel pep krouadur

Ha m'ho pez c'hoant neuze tud vat,

D'ober din plijadur

C'hwi verko war va bez dister

Don ha sklaer, en eizh ger :

Netra dezhañ/dezhi ne blije

'vel ur banne kafe

La Chanson du Café

 

De Saint-Pol-de-Léon à Lannion

De Cornouaille au Goëllo

On a écrit bien des chansons

Sur les boissons

Pour moi tant que je vivrai,

Je pense que je dirai :

Rien ne me plaît

Autant qu’un café

Rien ne me plaît

Autant qu’un café

 

Une mère entendant son pauvre enfant

Pleurer dans son berceau

Avec un café au lait

Elle le fait taire

Et alors deux petites voix

Ensemble chantonnent :

Rien ne me plaît…

 

Et quand François, l’élégant, alla

Trouver la jolie Jeannine

Il lui dit : « Chez moi il y a

Du cidre et du vin plein la cave

Mais Jeannine répondit alors

Au pauvre homme sa chanson :

Rien ne me plaît…

 

Dans les riches familles

Il a toujours été

De coutume de proposer du café tout de suite

Après les grands repas

Messieurs et Mesdames

On entendait dire :

Rien ne me plaît…

 

Le pauvre aussi mélange la cendre,

Dans un pot de terre fendu

Et se chauffe un café noir

Avant d’aller dormir

Et sans penser à sa pauvreté

Dans son lit il rêve :

Rien ne me plaît…

 

La première tâche du matelot

Aussitôt réveillé

Est de courir défendre sa part

Du liquide noir tant convoité

Et une fois qu’il aura bien déjeuné, à son tour

Il dira, sans détour :

Rien ne me plaît…

 

Le café est un médicament

Sans pareil supérieur à tout autre

Et je ne peux en une chanson

Assez bien le louer

Ma chanson serait beaucoup trop courte

Quand c’est vrai, en un mot :

Rien ne me plaît…

 

Je mourrai aussi sûrement

Comme tout être vivant

Et si vous voulez alors bonnes gens,

Me faire plaisir

Vous écrirez sur ma modeste tombe

Profond et clair, en huit mots :

Rien ne lui plaît

Autant qu’un café

 

liste des chansons

 

An Hini Gozh

 

An hini gozh eo va dous

An hini gozh eo, sur !

 

An hini gozh he deus arc’hant,

An hini yaouank a zo koant.

 

An hini gozh he deus blev gwenn

An hini yaouank blev melen.

 

An hini gozh e-barzh an ti

ne chom ket da feneantiñ.

 

An hini gozh o labourat

a rafe mezh d’un ozhac’h mat.

 

An hini gozh a zo gwisket

Evel ar wir Vretonezed.

 

An hini gozh er pardonioù

ne chom ket da glask banneoù.

 

An hini yaouank dre ma ’z a

ne ra met c’hoarzhin ha kanañ.

 

An hini yaouank war he fenn

ne oar ket kas ar pod soubenn.

 

An hini yaouank er foarioù

a chom da lipat likorioù.

 

An hini gozh a fell din kaout

pa rankfen mont da bastor saout !

La Vieille

 

La vieille c’est ma douce

C’est la vieille, c’est sûr !

 

La vieille a de l’argent,

La jeune est jolie.

 

La vieille a des cheveux blancs

La jeune des cheveux blonds.

 

La vieille dans la maison

ne reste pas à fainéanter

 

La vieille à travailler

ferait honte à un bon chef de famille.

 

La vieille est vêtue

Comme les vraies Bretonnes.

 

La vieille dans les pardons

ne reste pas à chercher des coups à boire.

 

La jeune comme elle va

ne fait que rire et chanter.

 

La jeune sur sa tête

Ne sait pas porter le pot à soupe.

 

La jeune dans les foires

Reste à lécher des liqueurs

 

C’est la vieille que je veux

Même si je dois (pour ça) aller garder les vaches !

 

liste des chansons

 

 

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h,   si vous souhaitez en savoir plus

diwar-benn ar c'hanaouennoù-mañ (tonioù, istor, ...)   à propos de ces chansons (airs, histoire...)

n'ho peus ken nemet mont war al lec'hienn dispar-mañ    il vous suffit de vous rendre sur cet excellent site