An eil kaozeadenn a vo diwar-benn ar skrivagnerez Simone Weil.
«Simone Weil est le seul grand esprit de notre temps» en deus skrivet Albert Camus. Piv e oa ar brederourez bet studierez en ENS e Pariz hag a varvas e Londrez e 1943 d'an oad a 34 bloaz diwar diouer a voued ha goude bezañ pedet hag aspedet ar Resistañs da gas anezhi war douar Frañs?
Piv e oa ar plac'h yaouank he deus dalc'het penn ouzh Trotski e 1933?
Penaos, he fenn e Bro-Hellaz mare Platon, ez eus fellet dezhi labourat e Renault hag Alsthom e 1935?
Penaos eo deuet an anarkourez anezhi da skrivañ L'Enracinement (titl bet roet gant Albert Camus d'he skridoù eus Londrez) ha da zibab ar C'hrist
hag ar groaz? Chomet feal d'he mennozhioù a studierez yaouank, karentez ha kempouez, he deus bevet meur a vuhez en unan ha lezet he deus ganimp
testennoù kaer skrivet gant ur spered lemm ha dizalc'h dalc'hmat. Disklaeriet e vo kement-se er gaozeadenn a zeu.
E brezhoneg e vo ar brezegenn-ginnig met gant pozioù gallek niverus enni dre ma responto Simone Weil hec'h-unan d'ar prezegenner brezhoneger. Resisaet e vo an deiziad hepdale.
Par son intelligence qui n'avait d'égal que sa sensibilité, Simone Weil fut considérée comme “le seul grand esprit de notre temps” par Albert Camus.
La jeune normalienne, marxiste révolutionnaire non stalinienne, va enchainer les expériences: enseignement, usine, travail de la vigne, mais aussi la guerre civile en Espagne en 1936,
une épreuve qui aura des conséquences majeures dans l'évolution de sa pensée. Eprise de justice, Simone Weil n'accepte pas que ce monde ne soit que contradictions soumises à la force et au hasard alors
qu'elle ressent en arrière plan Bien et Beauté, comme la lumière extérieure éclaire la caverne de Platon. Son oeuvre principale, l'Enracinement, rédigée dans les locaux de la France Libre à Londres et publiée après sa mort en 1947, nous donne des indications déterminantes pour une société plus juste (sans illusions toutefois sur ce qui est communément appelé le “Progrès”) et une vie spirituelle plus intense. Dans un exposé en breton mais avec de nombreuses citations en français nous vous proposons de revisiter notre monde à la lumière des pensées incandescentes de la jeune philosophe. L'exposé sera très compréhensible à un non bretonnant.
Il confirmera les bretonnants et ceux qui apprennent ar brezhoneg dans leur choix de vivre la Bretagne “en stéréo”, selon l'expression heureuse d'une des campagnes de promotion du breton par Ofis ar Brezhoneg.
La conférence sera présentée par une narration en breton de la vie et des pensées majeures de Simone Weil qui seront complétées et précisées en français par Simone Weil elle-même.
De telle sorte que l'exposé sera largement compréhensible pour les non-bretonnants.
Charger le pdf sur la vie et les pensées de Simone Weil - Kargit pdf buhez ha mennozhioù Simone Weil Version/Stumm 1: KalonPlouha_SimoneWeil.pdf
Charger le pdf de la conférence - Kargit pdf ar brezegenn amañ: KalonPlouha_argemm.pdf
Deus an treuzkemm energetek, pe un "argemm-gremm" e brezhoneg flour, e oa bet komzet er gaozeadenn gentañ. Keñveriet e oa bet dibaboù Frañs hag Alamagn.
La première causerie a porté sur la transition énergétique. Les choix de la France et de l'Allemagne y ont été comparés.
Tour-Avel ar Bae
Taolit evezh, selaouit mat,
Me eo an hini kentañ, an hini gwennañ,
Staliet e-kreiz Mor Breizh.
Troad en donderioù, Penn en uhelioù,
Gortoz a ran, avel greñv, avel diroll,
Diouzh kornog, diouzh gwalarn,
Ne vern pe tu 'zeuio, d'an daoulamm.
Bountañ dirazañ ar marc'h eon.
War gwagennoù ar marc'hig, gwenn ha lorc'h.
Avelioù-mañ en neñv ma bro
Lakaio din ma fenn da dreiñ
Youc'hit, forzh ma c'hellit,
C'hwezhit forzh ma karit.
Amañ 'maon hag amañ e chomin,
Gant tri-ugent tour all,
Oc'h ober tredan evidoc'h.
Ac'hanta!
War-raok an argemm-gremm!
Marzhina, d'an 19 a viz Du 2023