Barzhonegoù Marzhina - Poèmes de Marzhina

Cette page présente les premiers poèmes de Marhina, élève des cours de breton de Divi. Er bajenn-mañ e kinnigomp deoc'h barzhonegoù kentañ Marzhina, skoliadez gant Divi

Da vammig dit - Ta maman

Seizh heol morliv, ha seiz loar gann,
Seizh devezh yen, e-tal an tan,
Te bugel mign, logodenn din.
C'hoari, balbouziñ ha c'hoarzin.

Evit ma ve eürus, laouen,
O kousket don e linserioù gwenn,
Mamm 'chom war vale direpoz,
Deus gouloù deiz betek an noz,

S'un war-lec'h-s'un, Miz war-lec'h miz,
A garantez, mamm n' eo ket pizh !


Traoñ an dour

Ma tremenit dre Traoñ an dour,
Ne welfet ken ar varzhez aour,
Ne welfet kennebeut Fido,
En Uhel 'maint 'baoe pell zo.

Met e-kichen ar stivell sklaer,
Lec'h 'neu ar rann, tav 'weler
Goude koumoul gwareg-ar-glav,
Ha natur kaer tro-war-dro.

Buoc'hig-Doue war al lilienn,
Penn-kazh, penn-glaou ha balafenn,
Gwennili war c'horre ar yeun
An avel yud, hadet ar greun.

E-Kichen ar puñs don e chom
Rimadelloù war ar mein tomm
En ti bihan er c'houerc'had,
Cheñchament 'bet, ne rez ket gwad.

Gant he mousc'hoarzh fur Anjela,
Dibab gerioù, ar re vravañ,
Da gontañ deomp-ni, Breizhiz,
Ken splann hor bro indan ar glizh.

Eürus,

Kaer e oa gwec'hall ar vuhez
e Penn ar Bed, e Sant-Servez,
Dindan iliav, hanter guzhet,
Un ti gwenn-kann, bamus bepred.

Daou gozh o c'hortoz daou vihan gant spi,

Martinig hag Anna-Vari
Ganet ha maget 'barzh ar vro.
Pedet da zont ha da c'hoari
Pad ar vakañsoù tro-war-dro.

Kichen ha kichen, dorn ha dorn,
'kerzh an hañv leun a levenez.
Mintin abred war ar menez,
Eürus gant eurvad en o dorn.

Aloubet ar vro

Tennet o deus hor c'hleuzioù,
Ha diwriziennet ar gwez,
Skarzhet o deus hon hentoù don,
Ha distrujet hor mogeriou-mein.
Difetet deomp hor maezioù!
Sujet o deus hon tadoù,
Ha dic'houezet hor mibien,
Dibriziet o deus kredennoù hon hendadoù,
Hag ankouaet hor santualioù,
Serret o deus dimp hor soñjoù,

Ha lakaet a-gostez hon faltazi.
Klasket o deus mougañ hor yezh,
Met indan al ludu tomm 'mañ bev c'hoazh.
Tan hon dud kozh, tud an douar,
Ar re 'c'houneze anezhañ,
Ar re a gare anezhañ,

Ar re o dije roet pep tra
evit ma krogo 'darre an tan-se!