Istorioù kozh Plouc'ha

 Stumm e galleg

Sed aze daou zarvoud, meur en istor kozh Breizh, hag a c'hoarvezas e Plouha hag e tro-war-dro.

 

Mister Kozh Sant Gwenole

(An buhez Sant Gwenole abat kentaf eus a Landevennec)

 

Skrivet e oa bet ar Mister-mañ e 1580 met an istor anezhañ zo da vezañ lakaet war dro 500. Adskrivet e oa bet e 1716 gant Dom Pelletier hag adkavet, nevez zo, e 1935 gant Emile Ernault. 1278 gwerzenn, pep a 8 pe 12 silabenn zo o vont d'ober ar pezh-c’hoari enklotennet-mañ.

 

Fragan (Sant-Paeron Ploufragan - 22) hag e wreg o treuziñ ar mor adalek Enez Vreizh (Breizh-Veur a-vremañ) zo erruet e Breheg e-kichen Plouha, maz int degemeret gant o c’henderv Gradlon, roue Kêr-Iz. Klemm a reont diwar-benn ar pezh a zo c'hoarvezout en Enez Vreizh abaoe m'eo bet aloubet gant ar Saozon, ha goulenn bod digant Gradlon. A galon digor eta int degemeret gantañ. Ur mab a zeuio dezho neuze, Gwenole an hini eo.

Diouzhtu goude e-barzh ar pezh-c'hoari, e vez gwelet Sant Gwenole, deuet da veleg, o prezeg ouzh e eontr : emañ o kenteliañ anezhañ diwar follentez ar bed-mañ. Neuze e ro hennezh, evel pinijenn, profoù e-leizh da Wenole ha d’e abati. En desped da gement-se e tamall taeroc’h c’hoazh Gwenole ouzh Gradlon na vezañ ket ur roue mat, ha war-lerc'h e tiougan, skoazellet gant e eontr, da dud Kêr-Iz liñvadenn o c’hêr, met den na selaou anezho.

Diouzh ma oa bet diouganet kentoc'h, beuzet eo Kêr-Iz met saveteet eo Gradlon gant harp Gwenole. Diwar neuze ez aio Gradlon war e leve en ur manati. E dibenn ar pezh-c’hoari, emañ Gwenole o hir zivizout gant ar werc’hez Vari, a-raok seveniñ burzhudoù e-leizh (adsavidigezh unan varv...) ha neuze pediñ an holl arvesterien da veuliñ Doue a-gevret gantañ.

Ahez merc’h Gradlon eo Dahud evit Albert Legrand (s.o Gwenhudw, korrigan an dourioù e Kembre.) Gwerz Kêr Is savet gant Olier Souetr e 1850 zo deuet abaoe el lennegezh dre gomz, hag ur bern roudoù eus ar vojenn-mañ a vez kavet e-mesk ar bobl e Breizh.

 

Anavezetoc'h eo en deizioù a hiziv ar werz bet savet diwarnañ gant Olier Souetr eget ar Mister e-unan. Koulskoude ez eus amañ un elfenn a-bouez-bras evit brud vat hor bro er bed a-bezh : Mojenn Kêr-Iz an hini eo ! Ha bremañ e c'houlennan diganeoc'h : "daoust hag-eñ e vije bet eus ar vojenn espar-se ma ne vije ket bet eus Plouha ?"

 

Petra a ouzomp diwar-benn Santez Twina e 2023 ?

 

Santez Twina ar mor e Breizh

Ent-kefridiel, da lavaret eo en un doare "ofisiel", a-hed ar c'hantvedoù diwezhañ, eo bet anavezet ar chapel-mañ dindan anv chapel "Sainte Eugénie". Biken n'eo bet meneget anv Santez Twina en dielloù, niverus a-walc'h evelkent abaoe ar XVvet kantved, hervez René Couffon ("Quelques notes sur Plouha, 1929, adembannet gant Expression, 1990). Ha koulskoude setu penaos e krog Gwerz Santez Eujeni : "Buhez pe gwerz Santez Eujenia mui anavet dre an anv Santez Thouin ar mor."

 

 

Bev eo anv Santez Twina c'hoazh e eñvor tud porzh-mor Brec'heg, Lannloup ha kêriadennoù Plouha tost d'ar chapel. Meneget e vez hec'h anv e-kerzh pardon ar chapel a vez lidet e miz Eost bremañ. Betek mareoù diwezhañ ar pardon kozh a veze lidet araok an hañv gant tud vihan ar vro e veze enoret Santez Twina kentoc'h eget Santez Eujeni er chapel-se ("La Chapelle de Sainte Eugénie en Plouha", Louis Dagorn, Les carnets du Goëlo N°10-1994). Hervez Per ar Saoz (genidik eus Brec'heg) pa veze lavaret Santez Ujeni gant unan bennak dirak e dud e veze resisaet "Santez Twin" diouzhtu ganto (Al Liamm, 1995, 290/291). Koulskoude eo sklaer e kouezho kehelerezh Santez Twina amañ e Plouha e toull don an ankounac'h a-benn nebeut ma ne vez ket degaset en-dro istor he buhez da soñj an dud. N'eo ket perzhioù he feunteun sakr, gouest da bareañ ar c'hleñvedoù skouarn hervez ar brud met gwallgaset gant hentennoù al labour-douar arnevez, a c'hello delc'her bev anv Santez Twina e speredoù an dud. Ha koulskoude, nag a vurzhudoù en istor Santez Twina. Hini ar yaouankiz e oa he fardon. Hervez Goulc'han Kervella ("Mezegiezh ha lennegezh e brezhoneg en XIXvet kantved") e veze pedet ivez Santez Twina evit ar vrazezded diaes hag evit distanañ d'ar poanioù hag an ankenioù.

O vont da gouezhañ en he foull e oa ar chapelig war lerc'h ar brezel diwezhañ. Ma'z eo bet saveteet ar chapel diouzh he diskar gant tud a youl vat abaoe, n'eo ket bet peurechuet al labour c'hoazh peogwir estreget ar mogerioù a ya d'ober ur chapel. Saveteiñ n'eo ket salvel ! Hon dlead a-stroll eo he rentañ d'he endro ha d'he ferc'henn anavezet a viskoazh.

 

E Bro Sant-Maloù e vez enoret Sainte Ouine ivez ; e Mordreuc (Pleudehen) ez eus ur chapel war hec'h anv. Daoust d'an heñvelderioù a ra eus an div Santez hini an dud a vor n'eo ket bet kadarnaet c'hoazh hag ez eus unan hepken diouto o div. Ar pezh a zo anat dimp (evel ma oa da Anatol Ar Braz ha da Loeiz Dagorn) ne ra hor Santez Twina eus Plouha nemet unan gant Santez Douenwenn, enoret e Kembre.Ezhomm hon eus bremañ da c'houzout da vat piv e oa Santez Twina ar mor, hag istor he buhez.

 

Santez Dwinenn e Kembre

Enoret e vez Santez Dwinenn e Kembre d'ar 25 a viz Geñver en un doare a zere muioc'h dezhi eget hon hini amañ e Breizh. Maeronez an amourouzien eo. Embannet eo bet hec'h istor e brezhoneg e-barzh Bretagne Hebdo (22-28/01/03) gant K. Keruhel. Bevañ a reas er 5vet kantved hag ur briñsez e oa. E karantez e oa gant Maelon hag hemañ a oa e karantez ganti. Koulskoude ne felle ket dezhi dimeziñ gantañ. Diaes e oa terriñ d'e c'hoant dimeziñ dezhañ koulskoude ha ret e voe dezhi fardañ un enep-c'hwistantin (un aozad kontrol d'an hini kemeret gant Tristan hag Izold !)

 

Llanddwyn e Kembre

 

Re greñv e voe an died ha skornet e voe da vad ar paour kaezh Maelon ! Strafuilhet ken ha ken gant ar pezh a c'hoarveze e pedas c'hwek Douenwenn gant tri mennad : 1) ma vije diskornet Maelon, 2) Ma vije disammet kement gwir amourouz diouzh bec'h ar garantez, pe dre lakaat an div galon a unan, pe dre derriñ ar gwall garantez a ve da unan hepken, 3) ne vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Da c'houde ez eas da vevañ war un enezennig distro e hanternoz Kernev. Porthddwyn e Kembre zo dediet dezhi hag un iliz e Kernev-Veur. Bremañ e ra berzh Gouel Santez Dwynenn e Kembre mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ bleunioù, chokolad, ha loaioù karantez da geñver an deiz-se. Kalzig a gartennoù a vez kaset ivez.

FEUNTEUN SANTEZ DWINENN

"Ni ivez hon eus, e Breizh Izel hor Santez Twina. Bez he deus he chapel e Bro-Oueloù e parrez Plouha. Enoret e vez dindan anv Santez Twina ar Mor" eme Anatol ar Bras e-barzh "Les annales de Bretagne, miz Kerzu 1892."

Treiñ a reas e brezhoneg ha galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues.

 

Chapel Santez Ujeni pe Santez Twina e Plouha

(lakaet e brezhoneg gant Per ar saoz diwar skrid Loeiz Dagorn)

 

E-kichen porzh-mor Breheg e parrez Plouha, n'em gav ur chapel en enor da Santez Ujeni pe Ujenia, hervez ar veleien, met a-viskoazh eo bet anvet gant ar bobl "chapel Santez Twin ar mor", skrivet ivez Twyna, Twynen.

 

 

Evel Loeiz Dagorn, aozer ar pennad-mañ, ez on bet ganet tost da Vreheg, ha pa oamp krennarded, hon eus klevet alies hon zud o komz eus Santez Twin, ha ma vije lavaret "Santez Ujeni" dirazo, kerkent e resisaent "Santez Twin".

Va mamm-gozh am c'hase bihanik-tre ganti bep bloaz da bardon Santez Twin.

 

Santez Ujenia pe Santez Twin, div santez eta evit an hevelep chapel. Ur gudenn ! d'he dirouestlañ, diskleriadurioù iskis zo bet ijinet. Hervez lod n'e oa Twina ken met un adstumm (ul lesanv) eus Ujeni.

Lod all a soñj dezho en defe, goude an dispac'h, ur seurtanvet aotrou Touin degaset da Blouha relegoù Santez Ujeni ha lakaet sevel ur chapel evit o gwaskediñ. Tud ar vro avat n'o doa ket kalz a zoujañs ouzh ur Santez na oa ket eus Breizh, ha setu perak ne raent ket "Santez Ujeni" diouti, met "Santez an aotrou Touin" deuet buan eta da vezañ "Santez Twin" ha mat pell 'zo. Sed aze bepred ar pezh a gaved er werz hir a oa bet embannet e Lannuon gant tad Charlez ar Goffig diwar-benn hor Santez : "Buhez pe werz Santez Ujenia mui anavet dre an anv Santez Twina ar mor..."

Hervez Jakez a Vorajin, un dominikan, arc'heskob Jenoa en XIIIvet kantved, Ujenia a oa bet ganet e Roma e deroù an IIIvet kantved. Anvet e voe he den-jentil a dad da brefed e Aleksandria. Deuet da vezañ kristen e voe badezet hag e c'houllas mont da abadez e-barzh ur manati, hag e 257 e varvas, gwerc'hez ha merzherez. Er chapel e weler delwenn Ujenia gant ur vazh eskob. Sed aze an doare ofisiel a zo gant an Iliz.

Met perak eta e veze anvet "Twina" ar Santez-se gant tud vunut eus ar bobl a oa ar brezhoneg yezh o c'havell ? Enoret e veze ganto ha deredek a rae an dud eus a bell d'he fardon.

E-barzh ar werz rakveneget e kaver anv an aotrou Touin evel ur madoberour kalonek, e anv gwirion Grimault. E holl vadoù en defe hennez roet dre destamant e 1643, da lakaat sevel ar chapel.

Unan a n'anaveze tamm brezhoneg ebet a lavaras ur wech : skrivet e veze "Ouin" evit "Eugénie" e brezhoneg, ha dre ma ne zegouezhe ket mat "Santez Ouin" da zivskouarn brezhonek e veze ouzhpennet un -t- dre gomz, ha dre skrid da c'houde.

Anatol ar Bras (1859-1926) a zegasas ar respont o treiñ e brezhoneg hag e galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues : "Feunteun Llandwynen". "Ni ivez emezañ hon eus e Breizh-Izel, e Plouha hor Santez Twina". "Llan" a dalv kement ha "parrez" e kembraeg, evel Lanvaodez a zo gouestlet da Vaodez amañ e Breizh : kevatal eo al "Llan" kembraek hag al "Lan" brezhonek.

Kalz a vertuzioù zo gant hor Sent vreizhat, met unan eus ar re wellañ eo Twynen paz eo gouest da frealziñ ar poanioù kalon, diouzh ar varzhoneg. Hervez ar vojenn gembraek, he defe Twynen serret he muiañ-karet e-barzh ur gaoued wer kuit dezhañ da goshaat, hag evit ma chomfe atav tost d'he c'halon : lakaet eo bet da batronez ar c'harantezioù gwirion e Kembre.

Twina eus Plouha zo ivez patronez an amourouzien. Pedet e veze c'hoazh Santez Twina evit ar vrazezded diaes, ar poanioù hag an ankenioù. Evel pardon ar yaouankiz e veze sellet Pardon Santez Twina e derou an XXvet kantved, p'en em gave eno rummadoù tud yaouank gant ur feiz virvidik. Ar memes feiz avat hag hini hon hendadoù a zeredas da Vreizh Vihan eus tu all da Vor Breizh, argaset gant alouberien Enez Vreizh.

Kendalc'het e voe, goude dezho bezañ divroet, gant keheladur Twynen, hag ar stivell o strinkañ e-kichen beg douar Breheg a droas da feunteun vurzhudus.

Kement-se a c'hoarvezas eta etre ar Vvet hag ar VIIvet pa zeuas Armorika da vezañ Breizh.

Pell goude e voe savet ur chapel en enor da Santez Ujeni el lec'h-se, met gant ar bobl e voe dalc'het da enoriñ Twynen ar Vreizhadez (eus Enez Vreizh).

 

Tostoc'h diouzhimp evit echuiñ, tro am beze 0da glevet alies digant Yvonne Le Meur (brezhonegerez eus Plouha, bet ganet hag o chom eno he buhez-pad, aet da anaon ur bloaz 'zo) anv eus "pardon Santez Twin".

 

Hag anavezout a rit Santez Douenwenn maeronez an amourouzien ?

Setu ni eta e Kembre, war roudoù Santez Twina, ne vez ket skrivet dres memes mod e kembraeg, met ar memes hini eo, sur ha n'eo ket marteze ! Sed amañ ur pennad bet skrivet gant K. Keruhel e "Bretagne Hebdo."

Nevez a-walc'h eo e vez lidet Sant Valentin, gant profoù e-leizh da brenañ da-heul. Ha gouzout a rit ez eus un dra gevatal e sevenadur ar Gelted ? Lidet e vez dreist-holl e Kembre...

 

Eno eo anavezet dreist-holl gant ar stumm Dwynwen, met skrivadurioù all a gaver : Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova...

Bevañ a rae er 5vet kantved hag e oa unan a-douez 24 merc'h an tiern Brychan Breicheinog. Koant ur bam e oa, ken kaer hag an heol ;

E karantez e oa gant Maelon, ha hemañ a oa e karantez ganti ken e oa. Ar pezh a zo, ne felle ket dezhi dimeziñ gantañ : n'eo ket sklaer ar perag. Hervez doareoù an istor, e felle dezhi mont da leanez, pe e oa bet kinniget d'un tiern all digant he zad, hag ar paour-kaezh Maelon, eñ, ne gomprene ket perak, pe ne c'houlle ket kompren. Doaniet gant prez he muiañ-karet e tec'has razañ ha mont da guzh en ur c'hoad. En noz, dre he huñvre, e voe desket dezhi digant un ael penaos ober un enep-c'hwistantin da derriñ d'he c'harantez.

Ne voe ket heuliet mat a-walc'h, moarvat, al louzaouennadur pa voe kinniget an died da Vaelon, rak terriñ a reas kement ha ken bihan d'e vrouden he c'heñver ma voe troet da skorn.

Pediñ c'hwek a reas Douenwenn neuze da gaout tri mennad : 1- ma vije diskornet Maelon ; 2- ma vefe disammet kement gwir garedig diouzh droug ar garantez, pe dre lakaat an div galon da vleuniañ a-gevret, pe dre derriñ ar gwall garantez gouzañvet gant unan hepken ; 3- ne vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Mont a reas d'en em staliañ en ul lec'h didud-krenn, un enezennig er-maez da Enez-Vôn, Ynis Llanddwyn.

Diwar-se e teuas Santez Douenwenn da vezañ maeronez an holl garediged. Gouzout a reer evel-se, e oa bet ar barzh Dafydd ap Gwilym, er 14vet kantved, o c'houlenn ganti reiñ Morfudd dezhañ, ar plac'h a gare. Gwall hardizh e oa hor paotr pa oa eus Morfudd ur plac'h dimezet dija !

Brudet-kenañ e oa al lec'h er 16vet kantved ma veze graet pardonioù, ha dont a reas da vezañ lec'h pinvidikañ ar c'horn-bro.

Eno ez eus ur feunteun sakr : Ffynon Dwynwen. Gallout a reer gouzout gwirionez ur garantez en ur deurel bruzun bara enni, ha goude-se, ledañ ur frilien war-c'horre an dour. Ma teu ur silienn bennak da zirenkañ anezhañ ez eo mat an traoù ! Aesoc'h ez eus, ma verv an dour e-keit ha m'emaoc'h war al lec'h ez eo mat ar jeu.

Pedet e vez ivez evit gwareziñ ha pareañ al loened doñv.

Feunteunioù karantez a gaver ivez e Breizh, gant an elfennoù-se : bruzun, sili, dilhad... ha tost-tost eo gouel ar Santez-se (25 a viz Genver) da ouel bras ar merc'hed en deiziadur ar Gelted, ar 1añ a viz C'hwevrer. An doueezed eo ivez a veze karget da wareziñ al loened.

Porthddwyn e Kembre zo gouestlet dezhi ivez, hag un iliz e Kernev-Veur. E Breizh ez eo dindan an anv Touinenn, Touin, Touina... eo anavezet... Enoret e vez e Plouha, Sant-Loup, Pleudehen, da skouer.

Berzh a ra ar gouel-se mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ bleunioù, chokolad ha "loaioù-karantez" hollvrudet Kembre da-geñver an deiz-se, kalzig a gartennoù a vez kaset ivez. Arabat disoñjal eta ar 25 a viz Genver.