D'an holl Frañsizien,
Kollet he deus ar Frañs un emgann met n'he deus ket kollet ar brezel !
Renerien dre zegouezh o deus asantet plegañ, pennfollet, o tilezel o enor, loasket hon bro da vezañ kabestret ! Evelkent n'eus kollet netra rak bez' ez eo ar brezel-mañ ur brezel bed.
Er broioù dieub, ez eus nerzhioù bras-divent o c'hortoz mont dezhi met a zo c'hoazh e-maez ar jeu.
Pulluc'het e vo un dro bennak an enebour. Ret e vo d'ar Frañs neuze bezañ eno en trec'h. Adalek neuze ec'h adkavo he frankiz hag he meurded.
Setu ma fal, ma fal nemetañ !
Setu aze evit petra e pedan an holl Frañsizien da zont davedon da stourm, e kreiz an aberzh ha gant an esperañs. En arvar a varv emañ hon bro. Stourmomp holl evit saveteiñ anezhi !
Bevet ar Frañs !
Ar jeneral De Gaulle, Penngarter, 4 liorzhioù Carlton Londrez SW1.
Troidigezh gant Gireg Konan
Niverus e oa ar Vretoned e-touez re ar Frañs libre.
O mouez e radio Londrez e oa Charles-Marie Guillois, eus Porzh-Gwenn.
Ken abred hag an 23 a viz Even 1940 e prezegas e brezhoneg galvadenn vrudet Charles de Gaulle.
Echuiñ a reas gant “Me zo Koko eus Porzh-Gwenn”; ar pezh a zeuas betek diskouarn e vamm a voe frealzet
evel ma c'haller soñjal o c'houzout e oa bev c'hoazh he mab.
Goulenn a reas Charles-Marie goude ar brezel e vefe
anavezet da vat ar brezhoneg gant ar stad c'hall. Ne oa ket bet eilgeriet dezhañ “Cause toujours Charles !” met diseblanted e kavas nemetken.
Evel Per Becouarn ha meur a hini a douez re ar Frañs Libre e chomas Charles-Marie
da vevañ e vuhez-pad e Breizh-Veur. Mont a reas d'an anaon e 1994.