Pegen brav e oa al lamp am boa kavet war lec'hienn Monsieur Lamp ! Evned alaouret o kludañ warnañ. Peurvat evit korn teñval ma zi !
Soñjal a rae din e teufe eus Bourdel, peogwir e lenner Bordeaux dindan anv ar stal war al lec'hienn. Pa seller spisoc'h e weler emañ he chomlec'h e Londrez.
Na petra? A viskoazh eo bet liammet Bro Saoz ha Bourdel!
Dre ma ne zeue ket ma lamp buan awalc'h hervezon em eus klasket gouzout hiroc'h war an embregerezh ha komprenet em eus ne oa ket ma lamp
ken karet war-nes erruout. E tu all ar bed e oa! El lec'h ma ne vez ket graet an traezoù gant artizaned met e-barzh gigafaktories. Ya, tapet berr e oan bet.
Kaset em boa ur postel da servij ar pratikoù evit nullañ ma urzhiad: re ziwezhat e oa, setu ar pezh am boa komprenet dre ar respont e saozneg am boa bet. Ne vez ket komzet galleg e Bourdel Bro Sina eta ! Hir spontus e kavis an amzer. Daou bostel a gasis kerkent, e saozneg ar wech-mañ
. E saozneg ivez e veze respontet din (seven-tre) bep gwech.
Gortoz a raen, gortozet em boa. O c'hedal ur sin!
Peogwir n'em eus ket pasianted Sant Gwenole e oa bet divizet ganin kas ur postel all, e brezhoneg ar wech-mañ. Aesetoc'h eo reiñ pouilh e brezhoneg, neketa?
Adskrivet em boa pegen pouezhus e vije din reseviñ al lamp, unan ha ne vije ket na drailhet na torret. Seven e voe ar respont evel kustum.
Hogen ar wech-mañ e oa bet skrivet e... brezhoneg!
Ya, e brezhoneg! E brezhoneg fraezh ha flour (d'am divskouarn da nebeutañ)!