Barzhonegoù Marzhina - Poèmes de Marzhina

Cette page présente les premiers poèmes de Marzhina, élève des cours de breton de Divi. Er bajenn-mañ e kinnigomp deoc'h barzhonegou kentañ Marzhina, skoliadez gant Divi

Blev-Kevnid

Penn-kaoz: ur c'hoari volotenn
Er gliz fresk, a-veure,
a zistrujas he zrevell dezhi. A-bezh!
Holl he strivoù aet da get, aet da goll.

Koulskoude merket al lec'h ganti.
Dibabet mat ar raktres.
Broedet 'doa a-hed an noz,
Gwiadet ha gwriet ampar.
Un oberenn-arz dibar !

Drastadenn, er beure-mañ,
Drailhet he c'habared dezhi !
Fenozh, gant pasianted, e raio
Ur gwiaderezh, adarre …

Warc'hoazh e vo gras eviti,
Ma c'hoari domino ar vugale !


Da vammig dit - Ta maman

Seizh heol morliv, ha seiz loar gann,
Seizh devezh yen, e-tal an tan,
Te bugel mign, logodenn din.
C'hoari, balbouziñ ha c'hoarzin.

Evit ma ve eürus, laouen,
O kousket don e linseriou gwenn,
Mamm 'chom war vale direpoz,
Deus goulou deiz betek an noz,

S'un war-lec'h-s'un, Miz war-lec'h miz,
A garantez, mamm n' eo ket pizh !




Roll ar meuziou brokus

Evit digeriñ ho kalon
Araok debriñ ma fred a-feson,
Sistr d'an dud ha chug avalou !

Deuit da dommañ ho korfou !
Soubenn druz, soubenn ar mammou,
a roio lañs d'ar predou !

Kig moc'h, kig sall ha farz er sac'h !
Farz du, farz gwenn, poazhet ampar !
Gant lipig onion 'vo dispar !
Gwin ruz, gwin gwenn, 'vit ho kwalc'h !

D'an dud varnaoniet, roet 'vo !
Ur pezh tamm farz gwinizh prunoz
'Vit kenderc'hel kafe a vo!
Kouignou ivez, ul lip e bav !
Ha lambig evel just ho po !
Ur ban'c'h lambig ha mat pell 'zo !

Ur veilhadeg a vo graet,
An domino a vo straket!
En enor d'hon tadou e vo kanet !
Donemat du-mañ, mignoned !
Laouen en em gavout bepred !
Maread 'blijadur zo bet
Ya 'vat! Ma Doue benniget !

Ha perak ne ve graet ur gouel fonnus a seurt-se Ur wech ar bloaz hepken ?

* ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war Kig ha Farz Kalon Plouha, Kit da sellout ouzh ar rekipe-mañ!





Traoñ an dour

Ma tremenit dre Traoñ an dour,
Ne welfet ken ar varzhez aour,
Ne welfet kennebeut Fido,
En Uhel 'maint 'baoe pell zo.

Met e-kichen ar stivell sklaer,
Lec'h 'neu ar rann, tav 'weler
Goude koumoul gwareg-ar-glav,
Ha natur kaer tro-war-dro.

Buoc'hig-Doue war al lilienn,
Penn-kazh, penn-glaou ha balafenn,
Gwennili war c'horre ar yeun
An avel yud, hadet ar greun.

E-Kichen ar puñs don e chom
Rimadellou war ar mein tomm
En ti bihan er c'houerc'had,
Cheñchament 'bet, ne rez ket gwad.

Gant he mousc'hoarzh fur Anjela,
Dibab geriou, ar re vravañ,
Da gontañ deomp-ni, Breizhiz,
Ken splann hor bro indan ar glizh.

Da baradozig

Savet goude un drovezh e Traoñ an dour e nevez-amzer 2024

C'hwezh frondoù klouar an douar
Amañ emaomp war ar maez,
E-tal ar puñs kozh emañ an ti,
An derv kozh hag a-hont ar stêr.

Un dachenn bokidi-kamm o c'houlaouiñ an nevez-amzer
Aet on a-dreuz ar c'hoat,
Indan ar pupli uhel ha sonn,
Selaouet em eus al Leger, hastañ !

Red an dour a gase gantañ eon gwenn
Ur voualc'h foulet a rae e neizh
Ar gwez adtommet a darzhe o broñsoù,
O c'hortoz o eur e oa ar banal.

Tav e oa ar pont houarn kozh aze,
Ken tav all ar pont mein,
Kerzhet em eus war da roudoù,
Sellet em eus ouzh ar gouriz glas tro dro din.

Difiñv ur pennadig em eus soñjet ennout,
Amañ paouezet eo an amzer,
Netra pe netraig en deus cheñchet
Laouen-lip e vefes rak da baradozig kaezh zo bepred!


Eürus,

Kaer e oa gwec'hall ar vuhez
e Penn ar Bed, e Sant-Servez,
Dindan iliav, hanter guzhet,
Un ti gwenn-kann, bamus bepred.

Daou gozh o c'hortoz daou vihan gant spi,

Martinig hag Anna-Vari
Ganet ha maget 'barzh ar vro.
Pedet da zont ha da c'hoari
Pad ar vakañsou tro-war-dro.

Kichen ha kichen, dorn ha dorn,
'kerzh an hañv leun a levenez.
Mintin abred war ar menez,
Eürus gant eurvad en o dorn.

Aloubet ar vro

Tennet o deus hor c'hleuziou,
Ha diwriziennet ar gwez,
Skarzhet o deus hon hentou don,
Ha distrujet hor mogeriou-mein.
Difetet deomp hor maeziou!
Sujet o deus hon tadou,
Ha dic'houezet hor mibien,
Dibriziet o deus kredennou hon hendadou,
Hag ankouaet hor santualiou,
Serret o deus dimp hor soñjou,

Ha lakaet a-gostez hon faltazi.
Klasket o deus mougañ hor yezh,
Met indan al ludu tomm 'mañ bev c'hoazh.
Tan hon dud kozh, tud an douar,
Ar re 'c'houneze anezhañ,
Ar re a gare anezhañ,

Ar re o dije roet pep tra
evit ma krogo 'darre an tan-se!


Hanter kant vloaz zo e oa

En enor da Zenez Abernot a voe mestr skol ar c'hentañ klas Diwan savet e Lambaol-Gwitalmeze (Bro Leon, kanton Plabenneg) e 1977, 50 vloaz a-benn nebeut ...

Pemp bugel bihan o vont d'ar skol,
Ur skol nevez-krouet e Lambaol,
Bihan-tre ar pemp koantig,
'Vit deskiñ brezhoneg, prestik !

Bri ha kalon vrokus oa ret kaout,
Da Denez er bloaz-se,
Evit ober skol en e yezh,
Gant ar spi ne varvfe ket.

Deskiñ d'ar vugale amañ,
Gerioù klevet war barlenn o mamm,
Difennet 'oa bet d'o zad, e-pad ken pell !
Lakaet e oa bet ar yezh da bennglinañ

Met e Lambaol ne oa ket moien da asantiñ,
Lavaret o deus Ya! da yezh o hendadoù,
Stourmet o deus start ha kreñv,
Setu perak e oa pemp bugelig en o bleud.

Hep kaout aon bezañ kastizet
Hep aon da zougen "ar simbol",
Hep mezh! Nemet ar blijadur o kaozeal asambles,
Er skol Lambaol, hanter-kant vloaz 'zo !

An hinon

Setu an aod e-tal Trelez,
Bilienn ebet, nemet gwenn draezh,
Taolit ur sell ouzh ar mor don !
Tachenn c'hoari d'ar marc'h eon !

Spoumus, kroz, fin dantelezenn,
Lagad soubet er glaz divent.
Moarvat ar gaerañ taolenn !
Tachenn c'hoari 'vit labous gwenn !

Amañ 'mañ an amzer gentañ !
Amañ 'mañ an amzer vremañ !
Amañ 'vo an amzer diwezhañ !
Ur voem betek mezevellañ !

A-ispilh ouzh ur c'horn oabl sklaer,
Un nebeut luc'hed o tiver,
Ur mouch avel lirzhin o fleütal,
Seniñ 'vit ar gwag o tañsal !

E-kreiz an hiboud, deomp atav,
War bord ar mor, eürus, bev,
Lazh ho skrammoù, digor ho kalon,
Dizalc'h, troet war-zu an hinon !

E Kermaria an iskuit

Daoust ha gwelet ho peus ? Er chapel kaer ken-ken,
Treset ouzh ar mogerioú, un iskizadenn,
Eñvorioù eus ar c'hlenved-red, ha freuz-ha-reuz ,
Bev ha marv, dorn-ha-dorn, 'vit un dañs Bekabe .

Degas a ra da soñj, d'an holl ha da bep hini,
D'ar re binvidik, d'ar re baour, plac'h, paotr,
D'ar reoú greñv, ha d'ar c'hlasker bara,
Da vedicined, d'ar re yac'h ha d'ar re glañv.

Aotroù roue, kouer, tud karet, soner, pab,
Juloded, marc'heg, marichal, hag-all hag-all...
Bras ha bihan, intron, aotrou a bep seurt, c'hwi,
Grit ho mad eus ar vuhez, kement a ma c'hellit.

Priziit pep-tra, pep-eur, pep munutenn
Kanit, evit, debrit, karit, ha bevit,
Rak horzh an Ankou bras a c'hall skeiñ ’ar ’n nor !
Dañsit, araok ma vo ho eskern ludu skañv.

Nemet poultrenn ha pri, netra all nemet ludu,
Dalc'homp soñj tudoù, amañ ’maomp 'vit tremen ,
Na ramplomp ket heb aon, e pec'hed al lorc'h
N’ emaomp war an douar nemet d' ober un droig !

Sed aze al lezenn griz ............Soñjomp ervat .........

Bagoù paper skañv

Tremen,tremen a ra ar yaouankiz
E- tal ma gwazhig-dour lirzhin
Sell, sell ! Bagoù paper skañv o vordeiñ.
Un avel disoursi a c'hwez
War o gouelioù gwenn-kann.

Red, red ar goanagoù
A-hed an dour o kantren.
Hunvreoù o vont gant ar froud,
Hag ar bugel e oan, asezet ’kichen ar c'houredenn guzhuter,
Daoust hag adkavet e vo, un deiz, e c'hlanded ?

Distroet on bet, alies, da selaou ar gourgouilh dinec'hus,
Indan brankoù ar wezenn haleg wenn .
Peoc'hus. Pellig diouzh safar ar bed,
Dre guzh, eus pallenn an touskan, ma selloù war api,
Ha pep-tra a oa disheñvel,
Un toullad bugale all 'oa eno,
C'hoari 'raent gant bagoù paper skañv,
Evel-just, kemeret o zro ganto ...

Ya, treiñ he deus graet ar rod,
Em gwazhig-dour lirzhin.

Et en français, mar plij !

Passe,passe la jeunesse,
Près du ruisseau joyeux.
Regarde, regarde voguer les bateaux de papier légers.
Un vent insouciant souffle
Sur leurs voiles blanches éclatantes.
Cours, cours l'espérance,
Au fil de I'eau vagabonde,
Tous les rêves, avec le courant s'en vont,
Et I enfant que j étais, assis près du ruisselet confident ,
Retrouvera-t-il un jour sa candeur ?

Je suis souvent revenue écouter le glouglou rassurant,
Sous les branches des saules blancs,
Paisible, bien loin du brouhaha du monde,
En cachette, depuis le tapis de mousse, j'ai épié ,
Et tout était différent.
Une bande d' autres enfants était là,
Ils jouaient avec des bateaux de papier légers,
Bien-sûr ils avaient pris leur tour.

Oui, la roue avait tourné, Auprès de mon ruisseau joyeux.


Island

En noz teñval hag arvarus, en ifern a wechoù,
En avel, war ur mor rust, Mont a raent.
War bigi dre lien, Mont a reant,
Ret e oa, rak du-hont e oa "ar bara ".

Eus aodoù-an-hanternoz, diouzh lerc'h all,
Den barrek ha hardizh, paour-kaez tud,
Lezel a raent o Breizh, 'vit Mont war-zu Island,
Digenvez, pesketaerien harluet, pell diouzh ar vro.

Dindan; O sellet outo e vez, ar mor peskedus,
Yen. Glas don, du d’ al liesañ,
Divent ha kriz, war e basianted,
E zivrec'h digor, o c'houlenn e dle.

E-kichen ar groaz, war an tornaod, dezhi lagad lemm,
Daoulagat ruziet, kalon o lammat, leun a spi,
Ur vaouez zo o c'hortoz distro an den karet.
Un tad, ur breur, ur gwaz, ur mab.

Dec'h, chouchet en he gwele kloz, indan an doenn soul,
Hunvreet he deus: elerc'h gwenn o tont,
Ha war o lerc'h, un ouel bras digoret,
Ur sin, ur ragarouez eviti ! Warc'hoazh e teuiñt en dro ...

Ar reoù a zistroio, a vo eürus gant o familh,
Gant o mammoù, o maouezed, o c'hoarvezed,
o merc'hedigoù,
Beteg an deiz miliget, ur wec'h all, da Island pe d'an douar nevez,
Da besketa morued, na zebroint biken.