Sed aze daou zarvoud, meur en istor kozh Breizh, hag a c'hoarvezas e Plouha hag e tro-war-dro.
(An buhez Sant Gwenole abat kentaf eus a Landevennec)
Skrivet e oa bet ar Mister-mañ e 1580 met an istor anezhañ zo
da vezañ lakaet war dro 500. Adskrivet e oa bet e 1716 gant Dom Pelletier hag
adkavet, nevez zo, e 1935 gant Emile Ernault. 1278 gwerzenn, pep a 8 pe 12
silabenn zo o vont d'ober ar pezh-c’hoari enklotennet-mañ.
Fragan
(Sant-Paeron Ploufragan - 22) hag e wreg o treuziñ ar mor adalek Enez Vreizh
(Breizh-Veur a-vremañ) zo erruet e Breheg e-kichen Plouha, maz int degemeret
gant o c’henderv Gradlon, roue Kêr-Iz. Klemm a reont diwar-benn ar pezh a zo
c'hoarvezout en Enez Vreizh abaoe m'eo bet aloubet gant ar Saozon, ha goulenn
bod digant Gradlon. A galon digor eta int degemeret gantañ. Ur mab a zeuio
dezho neuze, Gwenole an hini eo.
Diouzhtu
goude e-barzh ar pezh-c'hoari, e vez gwelet Sant Gwenole, deuet da veleg, o
prezeg ouzh e eontr : emañ o kenteliañ anezhañ diwar follentez ar bed-mañ.
Neuze e ro hennezh, evel pinijenn, profoù e-leizh da Wenole ha d’e abati. En
desped da gement-se e tamall taeroc’h c’hoazh Gwenole ouzh Gradlon na vezañ
ket ur roue mat, ha war-lerc'h e tiougan, skoazellet gant e eontr, da dud
Kêr-Iz liñvadenn o c’hêr, met den na selaou anezho.
Diouzh ma oa
bet diouganet kentoc'h, beuzet eo Kêr-Iz met saveteet eo Gradlon gant harp
Gwenole. Diwar neuze ez aio Gradlon war e leve en ur manati. E dibenn ar
pezh-c’hoari, emañ Gwenole o hir zivizout gant ar werc’hez Vari, a-raok
seveniñ burzhudoù e-leizh (adsavidigezh unan varv...) ha neuze pediñ an holl
arvesterien da veuliñ Doue a-gevret gantañ.
Ahez merc’h
Gradlon eo Dahud evit Albert Legrand (s.o Gwenhudw, korrigan an dourioù e
Kembre.) Gwerz Kêr Is savet gant Olier Souetr e 1850 zo deuet abaoe el
lennegezh dre gomz, hag ur bern roudoù eus ar vojenn-mañ a vez kavet e-mesk
ar bobl e Breizh.
Anavezetoc'h eo en deizioù a hiziv ar werz bet savet diwarnañ
gant Olier Souetr eget ar Mister e-unan. Koulskoude ez eus amañ un elfenn
a-bouez-bras evit brud vat hor bro er bed a-bezh : Mojenn Kêr-Iz an hini eo !
Ha bremañ e c'houlennan diganeoc'h : "daoust hag-eñ e vije bet eus ar
vojenn espar-se ma ne vije ket bet eus Plouha ?"
Petra a ouzomp diwar-benn
Santez Twina e 2023 ?
Santez Twina ar mor e Breizh
Ent-kefridiel,
da lavaret eo en un doare "ofisiel", a-hed ar c'hantvedoù diwezhañ,
eo bet anavezet ar chapel-mañ dindan anv chapel "Sainte Eugénie". Biken n'eo bet meneget anv Santez Twina en dielloù,
niverus a-walc'h evelkent abaoe ar XVvet kantved, hervez René Couffon ("Quelques notes sur Plouha, 1929, adembannet gant Expression, 1990). Ha koulskoude setu penaos e krog Gwerz Santez
Eujeni : "Buhez pe gwerz Santez Eujenia mui anavet dre an anv Santez
Thouin ar mor."
Bev eo anv
Santez Twina c'hoazh e eñvor tud porzh-mor Brec'heg, Lannloup ha kêriadennoù
Plouha tost d'ar chapel. Meneget e vez hec'h anv e-kerzh pardon ar chapel a
vez lidet e miz Eost bremañ. Betek mareoù diwezhañ ar pardon kozh a veze
lidet araok an hañv gant tud vihan ar vro e veze enoret Santez Twina kentoc'h
eget Santez Eujeni er chapel-se ("
O vont da
gouezhañ en he foull e oa ar chapelig war lerc'h ar brezel diwezhañ. Ma'z eo
bet saveteet ar chapel diouzh he diskar gant tud a youl vat abaoe, n'eo ket
bet peurechuet al labour c'hoazh peogwir estreget ar mogerioù a ya d'ober ur
chapel. Saveteiñ n'eo ket salvel ! Hon dlead a-stroll eo he rentañ d'he endro
ha d'he ferc'henn anavezet a viskoazh.
E Bro
Sant-Maloù e vez enoret Sainte Ouine ivez ; e Mordreuc (Pleudehen) ez eus ur
chapel war hec'h anv. Daoust d'an heñvelderioù a ra eus an div Santez hini an
dud a vor n'eo ket bet kadarnaet c'hoazh hag ez eus unan hepken diouto o div.
Ar pezh a zo anat dimp (evel ma oa da Anatol Ar Braz ha da Loeiz Dagorn) ne
ra hor Santez Twina eus Plouha nemet unan gant Santez Douenwenn, enoret e
Kembre.Ezhomm hon eus bremañ da c'houzout da vat piv e oa Santez Twina ar
mor, hag istor he buhez.
Santez Dwinenn e Kembre
Enoret e vez
Santez Dwinenn e Kembre d'ar
Llanddwyn e Kembre
Re greñv e voe
an died ha skornet e voe da vad ar paour kaezh Maelon ! Strafuilhet ken ha
ken gant ar pezh a c'hoarveze e pedas c'hwek Douenwenn gant tri mennad : 1)
ma vije diskornet Maelon, 2) Ma vije disammet kement gwir amourouz diouzh
bec'h ar garantez, pe dre lakaat an div galon a unan, pe dre derriñ ar gwall
garantez a ve da unan hepken, 3) ne vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Da
c'houde ez eas da vevañ war un enezennig distro e hanternoz Kernev.
Porthddwyn e Kembre zo dediet dezhi hag un iliz e Kernev-Veur. Bremañ e ra
berzh Gouel Santez Dwynenn e Kembre mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ
bleunioù, chokolad, ha loaioù karantez da geñver an deiz-se. Kalzig a
gartennoù a vez kaset ivez.
"Ni ivez hon eus, e Breizh Izel hor Santez Twina. Bez he
deus he chapel e Bro-Oueloù e parrez Plouha. Enoret e vez dindan anv Santez
Twina ar Mor" eme Anatol ar Bras e-barzh "Les annales de Bretagne,
miz Kerzu 1892."
Treiñ a reas e brezhoneg ha galleg barzhoneg ar C'hembread
Ceiriog Hugues.
(lakaet e brezhoneg gant Per ar saoz diwar skrid Loeiz Dagorn)
E-kichen porzh-mor Breheg e parrez Plouha, n'em gav ur chapel
en enor da Santez Ujeni pe Ujenia, hervez ar veleien, met a-viskoazh eo bet
anvet gant ar bobl "chapel Santez Twin ar mor", skrivet ivez Twyna,
Twynen.
Evel Loeiz Dagorn, aozer ar pennad-mañ, ez on bet ganet tost da
Vreheg, ha pa oamp krennarded, hon eus klevet alies hon zud o komz eus Santez
Twin, ha ma vije lavaret "Santez Ujeni" dirazo, kerkent e resisaent
"Santez Twin".
Va mamm-gozh am c'hase bihanik-tre ganti bep bloaz da bardon
Santez Twin.
Santez
Ujenia pe Santez Twin, div santez eta evit an hevelep chapel. Ur gudenn !
d'he dirouestlañ, diskleriadurioù iskis zo bet ijinet. Hervez lod n'e oa
Twina ken met un adstumm (ul lesanv) eus Ujeni.
Lod all a
soñj dezho en defe, goude an dispac'h, ur seurtanvet aotrou Touin degaset da
Blouha relegoù Santez Ujeni ha lakaet sevel ur chapel evit o gwaskediñ. Tud
ar vro avat n'o doa ket kalz a zoujañs ouzh ur Santez na oa ket eus Breizh,
ha setu perak ne raent ket "Santez Ujeni" diouti, met "Santez
an aotrou Touin" deuet buan eta da vezañ "Santez Twin" ha mat
pell 'zo. Sed aze bepred ar pezh a gaved er werz hir a oa bet embannet e
Lannuon gant tad Charlez ar Goffig diwar-benn hor Santez : "Buhez pe
werz Santez Ujenia mui anavet dre an anv Santez Twina ar mor..."
Hervez Jakez
a Vorajin, un dominikan, arc'heskob Jenoa en XIIIvet kantved,
Ujenia a oa bet ganet e Roma e deroù an IIIvet kantved. Anvet e
voe he den-jentil a dad da brefed e Aleksandria. Deuet da vezañ kristen e voe
badezet hag e c'houllas mont da abadez e-barzh ur manati, hag e 257 e varvas,
gwerc'hez ha merzherez. Er chapel e weler delwenn Ujenia gant ur vazh eskob.
Sed aze an doare ofisiel a zo gant an Iliz.
Met perak
eta e veze anvet "Twina" ar Santez-se gant tud vunut eus ar bobl a
oa ar brezhoneg yezh o c'havell ? Enoret e veze ganto ha deredek a rae an dud
eus a bell d'he fardon.
E-barzh ar
werz rakveneget e kaver anv an aotrou Touin evel ur madoberour kalonek, e anv
gwirion Grimault. E holl vadoù en defe hennez roet dre destamant e 1643, da
lakaat sevel ar chapel.
Unan a
n'anaveze tamm brezhoneg ebet a lavaras ur wech : skrivet e veze
"Ouin" evit "Eugénie" e brezhoneg, ha dre ma ne
zegouezhe ket mat "Santez Ouin" da zivskouarn brezhonek e veze
ouzhpennet un -t- dre gomz, ha dre skrid da c'houde.
Anatol ar
Bras (1859-1926) a zegasas ar respont o treiñ e brezhoneg hag e galleg
barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues : "Feunteun
Llandwynen". "Ni ivez emezañ hon eus e Breizh-Izel, e Plouha
hor Santez Twina". "Llan" a dalv kement ha "parrez"
e kembraeg, evel Lanvaodez a zo gouestlet da Vaodez amañ e Breizh :
kevatal eo al "Llan" kembraek hag al "Lan" brezhonek.
Kalz a
vertuzioù zo gant hor Sent vreizhat, met unan eus ar re wellañ eo Twynen paz
eo gouest da frealziñ ar poanioù kalon, diouzh ar varzhoneg. Hervez ar vojenn
gembraek, he defe Twynen serret he muiañ-karet e-barzh ur gaoued wer kuit
dezhañ da goshaat, hag evit ma chomfe atav tost d'he c'halon : lakaet eo bet
da batronez ar c'harantezioù gwirion e Kembre.
Twina eus
Plouha zo ivez patronez an amourouzien. Pedet e veze c'hoazh Santez Twina
evit ar vrazezded diaes, ar poanioù hag an ankenioù. Evel pardon ar yaouankiz
e veze sellet Pardon Santez Twina e derou an XXvet kantved, p'en
em gave eno rummadoù tud yaouank gant ur feiz virvidik. Ar memes feiz avat
hag hini hon hendadoù a zeredas da Vreizh Vihan eus tu all da Vor Breizh,
argaset gant alouberien Enez Vreizh.
Kendalc'het
e voe, goude dezho bezañ divroet, gant keheladur Twynen, hag ar stivell o
strinkañ e-kichen beg douar Breheg a droas da feunteun vurzhudus.
Kement-se a
c'hoarvezas eta etre ar Vvet hag ar VIIvet pa zeuas
Armorika da vezañ Breizh.
Pell goude e
voe savet ur chapel en enor da Santez Ujeni el lec'h-se, met gant ar bobl e
voe dalc'het da enoriñ Twynen ar Vreizhadez (eus Enez Vreizh).
Tostoc'h diouzhimp evit echuiñ, tro am beze 0da glevet alies
digant Yvonne Le Meur (brezhonegerez eus Plouha, bet ganet hag o chom eno he
buhez-pad, aet da anaon ur bloaz 'zo) anv eus "pardon Santez Twin".
Setu ni eta e Kembre, war roudoù Santez Twina, ne vez ket
skrivet dres memes mod e kembraeg, met ar memes hini eo, sur ha n'eo ket
marteze ! Sed amañ ur pennad bet skrivet gant K. Keruhel e
"Bretagne Hebdo."
Nevez a-walc'h eo e vez lidet Sant Valentin, gant profoù
e-leizh da brenañ da-heul. Ha gouzout a rit ez eus un dra gevatal e sevenadur
ar Gelted ? Lidet e vez dreist-holl e Kembre...
Eno eo
anavezet dreist-holl gant ar stumm Dwynwen, met skrivadurioù all a
gaver : Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova...
Bevañ a rae
er 5vet kantved hag e oa unan a-douez 24 merc'h an tiern Brychan
Breicheinog. Koant ur bam e oa, ken kaer hag an heol ;
E karantez e
oa gant Maelon, ha hemañ a oa e karantez ganti ken e oa. Ar pezh a zo, ne
felle ket dezhi dimeziñ gantañ : n'eo ket sklaer ar perag. Hervez
doareoù an istor, e felle dezhi mont da leanez, pe e oa bet kinniget d'un
tiern all digant he zad, hag ar paour-kaezh Maelon, eñ, ne gomprene ket
perak, pe ne c'houlle ket kompren. Doaniet gant prez he muiañ-karet e tec'has
razañ ha mont da guzh en ur c'hoad. En noz, dre he huñvre, e voe desket dezhi
digant un ael penaos ober un enep-c'hwistantin da derriñ d'he c'harantez.
Ne voe ket
heuliet mat a-walc'h, moarvat, al louzaouennadur pa voe kinniget an died da
Vaelon, rak terriñ a reas kement ha ken bihan d'e vrouden he c'heñver ma voe
troet da skorn.
Pediñ c'hwek
a reas Douenwenn neuze da gaout tri mennad : 1- ma vije diskornet
Maelon ; 2- ma vefe disammet kement gwir garedig diouzh droug ar
garantez, pe dre lakaat an div galon da vleuniañ a-gevret, pe dre derriñ ar
gwall garantez gouzañvet gant unan hepken ; 3- ne vije den ebet o klask
dimeziñ ganti. Mont a reas d'en em staliañ en ul lec'h didud-krenn, un
enezennig er-maez da Enez-Vôn, Ynis Llanddwyn.
Diwar-se e
teuas Santez Douenwenn da vezañ maeronez an holl garediged. Gouzout a reer
evel-se, e oa bet ar barzh Dafydd ap Gwilym, er 14vet kantved, o
c'houlenn ganti reiñ Morfudd dezhañ, ar plac'h a gare. Gwall hardizh e oa hor
paotr pa oa eus Morfudd ur plac'h dimezet dija !
Brudet-kenañ
e oa al lec'h er 16vet kantved ma veze graet pardonioù, ha dont a
reas da vezañ lec'h pinvidikañ ar c'horn-bro.
Eno ez eus
ur feunteun sakr : Ffynon Dwynwen. Gallout a reer gouzout gwirionez ur
garantez en ur deurel bruzun bara enni, ha goude-se, ledañ ur frilien
war-c'horre an dour. Ma teu ur silienn bennak da zirenkañ anezhañ ez eo mat
an traoù ! Aesoc'h ez eus, ma verv an dour e-keit ha m'emaoc'h war al
lec'h ez eo mat ar jeu.
Pedet e vez
ivez evit gwareziñ ha pareañ al loened doñv.
Feunteunioù
karantez a gaver ivez e Breizh, gant an elfennoù-se : bruzun, sili,
dilhad... ha tost-tost eo gouel ar Santez-se (
Porthddwyn e
Kembre zo gouestlet dezhi ivez, hag un iliz e Kernev-Veur. E Breizh ez eo
dindan an anv Touinenn, Touin, Touina... eo anavezet... Enoret e vez e
Plouha, Sant-Loup, Pleudehen, da skouer.
Berzh a ra ar
gouel-se mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ bleunioù, chokolad ha
"loaioù-karantez" hollvrudet Kembre da-geñver an deiz-se, kalzig a
gartennoù a vez kaset ivez. Arabat disoñjal eta ar