Hon Istor - Stumm e brezhoneg

 Stumm e galleg

A-raok kregiñ da vat gant istor ar gevredigezh hec'h-unan, marteze e vennit gouzout hiroc'h diwar-benn istor kozh Plouha hag ar vro tro-war-dro.

 

Deuomp en-dro war istor Kalon Plouha a zeu war wel e 1992! Er bloaz-hont e voe savet Kalon Plouha, o welet ar freuz hag ar reuz bet lakaet er vro da vare an adlodennadeg, e-keñver ar c’hleuzioù hag an hentoù don evel-just met ivez etre an dud o chom war an dachenn.

 

Merzhet e voe neuze ganto pegen bresk e oa hon endro koulz hag an emglev kevredigezhel a rene er vro betek hen. E gwirionez, ouzhpenn ar c’hleuzioù a glaske dispenn ar pennoù bras a neuze : dispennet e vije war un dro holl berzhioù dibar ar Vretoned a-benn diskouez dezho dreistelezh, efedusted ha galloudegezh "ar sistemm" . Gouest da ziskar an dremmwel kozh-noe-se en ur ober un nebeut mizioù hepken, e vefe ar sistemm ken gouest all da ziverkañ roudoù diwezhañ hor sevenadur hendadel (anat deoc’h ne oa ket an taol kentañ skoet gant hor yezh da skouer).

 

Splann neuze e voe lakaet pal Kalon Plouha : difenn an endro, ar vro, ar sevenadur hag ar yezh war un dro e parrez Plouha.

 

        "Kleuz o tiskenn, keuz o sevel !"

 

 

"Kleuz e Breizh, keuz e-leizh !"

 

Kadoriad kentañ ar gevredigezh e voe Patrick Chevalier, skoazellet gant Fañchig Gohin evel sekretour, ha Kolina gwreg Fañchig. War lerc'h Yves Le Goff e voe Yann-Loig Pen teñsorer Kalon Plouha. Goude un nebeut bloavezhioù e voe erlec'hiet gant Maïte Rebours hag a chomas stag ouzh he c'hefredi e-pad ouzhpenn 20 vloaz, betek 2023. Goude-se e voe anvet Reun Kras da gadoriad, hag-eñ mil vrudet e Plouha evit e vadoberoù niverus e-touesk an dud o chom eno : atav e veze prest da sikour hini pe hini en dije bet ezhomm. Aet eo Reun Kras da anaon e miz Meurzh 2000, met morse ne vo disoñjet pegen mennet e oa an den evit sikour pe skoazellañ e genvroiz en desped d’an oad ha d’ar c’hleñved.

War e lerc’h eo Chanig Spell hag a zo bet anvet da gadoriadez, o terc’hel, youlek, d’he c’hefridi betek 2008. War he lerc'h e voe dalc'het ar garg gant Fransez Gohin, bet skoazellet gant tud a you vat, harperien feal d'ar gevredigezh anezho. En o zouez e c'hallomp menegiñ Tomaz Jacquet, Mikael Keraotret, Annaig hag Andre Le Duigou, Odil ha Bernez Kadoret, Padrig a Gelenn, Fulub Desbois, Maï Pierre.
A drugarez dezho e veze aozet hep diskregiñ a vloaz da vloaz kentelioù, frikoioù (Kig-ha-Fars na vint ankouaet biken), stajoù hañv. Dre aked Maïté e veze mat bepret ar c'hontoù ha Jakez Kran, tensorer abaoe 2023, a gendalc'h da ren brav ar c'hontoù. Abaoe 2023 ec'h a ur burev birvidik-kenan war-raok gant an erv bet boulc'het ken brav. Evit ober anaoudegezh gant ar burev a-vremañ



Un nebeut skeudennoù eus an adlodennañ a voe ar poent loc'han evit Kalon Plouha :

 

"Savet o deus hentoù nevez a gaso ho traktor war-eeun er mor"

 

 

"Kement a draktorioù zo bet kouezhet er mor

m'o deus kavet gwelloc'h, goude hir brederiañ, stankañ an hent !"

 

 

"Ha n'eo ket gwir, emit-hu ! Kit eta war-zu Trevroz hag e weloc'h !"

 

E Pouldouran, e-kreiz parrez Plouha, o deus graet gwelloc'h c'hoazh. Holl ar vrezhonegerien a oar ez eus douaroù gleb en ul lec'h anvet Pouldouran. Dizouret o deus an douaroù-mañ diwar bouez labourioù bras a-barzh sevel ul lec'h gwarezet daou vloaz war-lerc'h ar reuz. Ent-ofisiel o deus nac'het ouzh an dud ober ar pezh a zo bet graet ganto ! Bremañ eo deuet douaroù Pouldouran da vezañ lec'h andon dour mat Plouha. Dre dalaradennoù don donoc'h e voe kavet dour mat
Ha pa vez toullet don e-kichen ar mor e vez kavet dour sal... Setu perak eo bet lakaet talaradennoù Pouldouran e rummad ar mammennoù en arvar gant ar BRGM !