Ar chapel en hec'h istor

Orin ar Chapel

Savet e vije bet ar chapel e 1240 diwar youl Herri ag Avalgor. War a vez lavaret e falveze dezhañ diskouez ec'h anaoudegezh vat d'ar Werc'hez Varia en ur sevel ur chapel d'hec'h anv, goude bezañ deuet en-dro yac'h ha dibistig diouzh kroaziadeg 1239, "Kroaziadeg ar Baroned" anezhi. Bez' e c'haller soñjal ez eo se ur gaer a vojenn pa vez lakaet ivez savadur Kouent ar Gordennerien (Couvent des Cordeliers) e Dinan war e anv gant an hevelep desplegadenn hogen dre ur gouestl da Sant Frañsez ag Asiz. E gwirionez e vije bet savet Gouent ar Gordennerien gant e vab Alan II ag Avalgor (miret eo bet an anv Avalgor gant lignez Herri). Eno e varvas ar manac'h novice Herri ag Avalgor er bloavezh 1281.

Piv e oa Herri ag Avalgor?

Herri ag Avalgor, bet ganet e 1205, a oa mab da Alan Goueloù, an hini a skoazellas kement ar venec'h "Premontrés" d'en em staliañ en abati nevez Boporzh tro-dro d'ar bloavezhioù 1200. Estreget kont Goueloù e oa Alan peogwir e oa perc'henn war douaroù Tregor ha Pentevr gant gwirioù war re Leon, mui douaroù all e Bro C'hall ha Bro Saoz. Hanterenn norzh Breizh a oa dindan ec'h aotrouniezh. Aozet e oa bet eured e vab Herri gant Alix a Vreizh, hêrez an dukelezh, hag int yaouank c'hoazh. Dalc'hmat diwar attiz e dad e voe anavazet Herri evel Dug Breizh gant baroned Vreizh bodet e Lambaol e 1209 gant asant Philippe Auguste, roue Bro C'hall. Koulskoude, pa oa Alan oc'h ober e dalaroù e cheñchas Philippe Auguste e vennozh ha reiñ a reas dorn Alix da Ber Mauclerc, kenderv dezhañ. Alix a oa hanter-c'hoar da Arzhur a Vreizh, niz da Richard Kalon Leon, duk Breizh ha hêrour an impaleriezh Blantagenêt, lazhet en e yaouankiz gant e eontr Yann Dizouar (Jean Sans Terre). En ur derriñ raktres dimeziñ Herri hag Alix e falveze da Philippe Auguste, troc'hañ kement ha ma c'halle al liammoù etre aotrounez Breizh hag ar Blantagenêt, rouaned Bro Saoz. Mat e oa ar prantad dezhañ evit se pa oa bet ken mantret an holl gant muntr Yann Dizouar war e niz. Skoet gant ur c'holl ken bras en dije kemeret Herri anv un tiegezh bihan, dister awalc'h, hini Avalgor, evit diskouez ne chome gantañ ken nemet nebeut. Hervez Jean-Paul Le Buhan e vije bet dibabet an anv Avalgor a ratoz-kaer rak an tri aval hag ar wezenn a ya d'ober siel Avalgor (testenniet e 1202) a zo arouez ul lec'h gortoz a-benn an distro, evel m'eo Enezenn Avallon da Arzhur. Chom a rae Kont Goueloù evelkent daoust d'e golladennoù!

Start e oa bet an darempredoù etre Per Mauclerc hag Herri a-hed an amzer, ken na voe drastet Komte Goueloù e 1234 pa savas brezel etre Per Mauclerc ha Blanche de Castille, mamm da Sant-Loeiz. Pa oa Per Mauclerc, daoust dezhañ bezañ eus linez ar Gapetianed, a du gant roue Bro Saoz, Henry 3rd, a eneb rejanez Bro C'hall e chome Herri feal dezhi. Nebeut goude evelkent ez eus bet sinet un emglev etre Per Mauclerc ha Blanche de Castille ma rankas Per Mauclerc touiñ fealded dezhi ha digoll baroned Breizh a oa bet distrujet o madoù gantañ. Moarvat ez eas war wellaat teñsor Herri diwar neuze ken ma c'hallas arc'hantaouiñ savadur ar chapel er bloavezh 1240, goude bezañ deuet endro yac'h ha dibistig eus Kroazadeg 1239 a voe graet Kroazadeg ar varoned diouti.

Ar chapel adalek mare Herri betek an dispac'h bras

Lavaret e vez e vije bet savet ar chapel e tri frantad amzer, hini an deroù gant ar pevar zreuziad kentañ (ar re war gornog), hini ar pemzekvet kantvet gant an tri zreuziad diwezhañ, pileroù moanoc'h dezho, ha chapel an aotrounez hag, en diwezh, prantad deroù an triwec'hvet kantved pa oa bet savet ar c'heur a welomp bremañ. N'eo ket ar pezh a soñj Genevière Le Louarn-Plessix (SHAB, levrenn 91, 2013). Hervezi e vije ar chapel a welomp hidiv tost ouzh hini an trizekvet kantved. Ma'z eo diaes reiñ un deiziad da fin al labourioù e vije bet kent brezel hêrezh Breizh (1341-1364) a reas kement a reuz er vro. Gwirheñvel eo gweled Geneviève Le Louarn-Plessix war ar chapel dre ma seblant bezañ kozh awalc'h an daou brenestr kaer, stumm gotek Saoz dezho, hag an nor a vare hini vras ar c'hornog a zo e mogerioù chapel an aotrounez. Ma lakaomp e vije bet soñjet ha savet ar chapel diwar ur raktres resis en trizekvet kantved e rankomp anavezout ez eus bet labouriou dibaouez enni war-hed an amzer, lod maleurus pe maleurusoc'h, lod all eurus pe eurusoc'h.

Ar Chapel war greiz an XIXvet kantved: war-var da vezañ dismantret

Dilezet war lerc'h an dispac'h bras e kouezhe ar chapel tamm ha tamm en he foul. Kement ha ken bihan ma soñjas war dro ar bloavezhioù 1850 d'an tad Perro, person Plouha anezhañ, adkemer mein ar Chapel a-benn sevel an iliz vras a anavezomp hidiv e bourk Plouha. Dastumet gantañ an holl aotreoù ret e tleed kregiñ gant al labourioù e miz gwengolo 1856. Lakaet war wel tudennoù eus an dañs bekabe a zindan o gwiskadenn raz gant kargidi ar "Monuments Historiques" e voe daleet an dismantr met ne vije ket bet awalc'h ma ne vije bet ivez tud ar geriadenn, Pludualiz, ha pennoù bras Plouha evel an Aotroù Charles de Courson eus Lizandren oc'h en em sevel a-eneb ar rakltres dismantr. Dastumet ganto ur sammad arc'hant a 1000 lur e voe kroget iskuit gant al labourioù gwareziñ. Siwazh ne voe ket awalc'h hag un tamm eus toenn an nev a gouezhas en ur gas gantañ lambrusk livet-kaer. A-benn ar fin e teuas arc'hant foran e 1858 evit saveteiñ an dañs bekabe a voe klaset da vat padal ma voe ret gortoz ar bloavezh 1907 evit ma voe klaset ar chapel e titl ar savadurioù istorel. Evit tud ken gouiziek ha Geslin de Bourgogne pe zoken Violet Le Duc ne oa koulz lavaret netra a dalvoudegezh er chapel hec'h-unan dre ma oa bet kemmet he stil a orin betek re war-hed ar c'hantvedoù. Daoust ha n'eo ket an dra-se a blij kement dimp evelkent? Reiñ a ra d'ar chapel un tres tener, kened ha douster.