LES AUBRAYS - LEZOBRE - LEZ BREIZH - HA MARKIZ PONTKALLEG, MAB BIHAN D'E VERC'H

War-bouez an hengoun dre gomz eo bet kasetistor Lezobre a rumm da rumm betek mare an eil brezel bed. Chom a ra un istor luziet dre ar werz bet dastumet gant meur a hini, François-Marie Luzel en o zouez, en XIXvet kantved hag ur c'hlopenn en un iskis a voest-relegoù. Iskis peogwir n'eo ket bet savet an dister a voest-mañ diwar arc'hant pe aour pe prenn prizius, evel ma vez graet pa vez un arouez a veli, digant an noblañsoù pe digant ar Republik.
Amañ, netra eus se, ken nemet ur gwir doujañs a zo, hep mar ebet, liammet ouzh gwerz Lezobre a veze c'hoazh anavezet, ha pa vefe nemet tammouigoù, betek penn kentañ an XXvet kantved. Dastumet eo bet e relegoù pa oa anv da zistruj ar chapel moarvat. Traoù 'zo omp sur anezho evel m'emañ klopenn Jean de Lannion er voest relegoù. Sur omp ivez eus gwerz Lezobre, Les Aubrays, sur omp ivez ez eo gwerz Lezobre liammet ouzh hini Lez Breizh, ar marc'heg Perseval pe Peredur, a gaver er Barzaz Breizh, embannet e 1839. Diouzh he danvez e vefe gwerz Lezobre kalzig koshoc'h eget ar bloavezhioù (XVIIvet kantved) bevet gant an Aotroù Les Aubrays, hemañ a vije bet an haroz nevez o tispenn roudoù haroz kozh ar werz? Ar pezh a zo sur ivez, e pep keñver ez eus anv amañ eus pennoù, kalet evel-just!


Jean de Lannion, aotrou des Aubrays, a Lizandre hag ar Wazh c'hlas.


Jean de Lannion, un den meur eus ar XVIIvet kantved

Un den eus ar XVIIvet kantved e oa Jean de Lannion hag a oa bet "Gouverneur de Lannion et Capitaine des garde-côtes". Ur c'hristen gredus a oa anezhañ ha graet en deus bet kalz donezonoù d'ar chapel, kement pa oa o vevañ c'hoazh ha kement dre e destamant. Anavezet e oa evit e bedennoù da Santez Anna, patronez ar Vretoned, a rae gant feiz. Ur ramz hag un den doujet a oa bet anezhañ. Ganet e oa bet tro-dro da 1590 ha mervel a reas d'ar 25 a viz Here 1658.

Gwerz Lezobre

Meur a stumm zo d'ar werz a veze kanet dreist-holl e Bro Oueloù hogen ivez e Kerne uhel hag e Bro dreger. Kavet e vo tonioù ha pozioù war kan.bzh, etre ar stummoù niverus emañ an hini bet dastumet gant Fañch an Uhel e Plouha e 1857

Ton Bro dreger bet dastumet gant Fañch Vallée digant Marc'harid Fulub a zo kavet ivez war al lec'hienn kan.bzh (Trugarez dezho).

Kinnig a reomp deoc'h selaou un nebeud pozioù eus ar werz kanet gant Elesbed eus Kalon Plouha.




Lezobre pe Lizandre, ar marc'heg trec'h war morian roue Bro C'hall - Gwerz Lezobre

Añv zo er werz eus Koat ar Skin (pa Koat ar Sant), kaset gant roue Bro C'hall, da zaeañ Lezobre gant dichek araok dezhañ, kement hag e holl arme, bezañ lazhet gantañ ha gant e bachig. War lec'h an emgann-mañ, a zo ur seurt taol esae, ez a Lezobre da lez Roue Bro C'hall ha trec'h eo war un ofiser meur e servich ar roue, ur morian hag ur strobinellour anezhañ. Daoust da Yann Lannuon bezañ ur pezhad den gouest ha doujet ne c'hall ket bezañ bet o stourm e Pariz a-eneb ur morian a vije bet e servij Loeiz an Trizekved, e mod-ebet. Koshoc'h eo ar werz, ha ken kozh ha mare Morvan Breizh a oa bet trec'het gant Louis Le Pieux goude emgannoù taer er bloavezhioù 820? Evit Kervarker, aozer ar Barzaz Breizh, n'eus douetañs ebet, peogwir n'eus nemet er mare-hont e vije bet ofiserien morianed e lu Bro C'hall. Abaoe Karlus Magnus e veze brezelioù e Spagn etre ar Franked hag ar Sarrazined, gant noblañsoù o cheñch tu alies. Ha gwir eo? Diaes eo hel lavarout hogen peseurt bloazioù all a c'hallfed kinnig? Kontet eo bet brezelioù Louis Le Pieux e munudoù gant Ernold an Du, kroniker frank anezhañ. Troc'het e oa bet penn Morvan en emgann ha kaset d'ar roue. Tro-dro da Gervaria an Iskuit e veze lavaret e oa bet heskennet klopenn Lezobre pa oa bev c'hoazh ha gwriet en-dro da c'houde (Charles de Keranflec'h, Kermaria une Frairie Bretonne, la Chapelle de Kermaria-Nisquit, 281-301, revue de Bretagne et de Vendée, 1857).

Ha ma vefe bez Lez Breizh e Rospez, Bro Dreger?

Tennet eus Bulletin de la Société d'émulation des ôdu Nord, 1912, Inventaire des découvertes archéologiques du département des Côtes du Nord. Rospez, Bro Dreger, dindan pluenn an Aotroù A. L'Harmois, e c'haller lenn;

"Un cercueil en pierre fut retiré du sol d'une grange dans lequel il était enfoui à la ferme de Ar-Feuntenn. Plus large à la tête qu'aux pieds, avec emplacement pour la tête, le fond creusé de petits trous. Les gens du pays disent que c'est le tombeau de Lezobreiz 'Arched Lezobré' renommé dans la contrée."

Ha ma vefe bet Lez Breizh o tiskuizhañ ur pennad amzer e Rospez en un arched merovingat, ha distroet en hon zouez evel ma oa bet gortozet gant Glenmor en e gan Keltia?


Un istor pennoù penn-da-benn, ne gav ket deoc'h? Ha n'eo ket echu pa ouezer eo Jean de Lannion tad kaer Markis kentañ Pontkalleg Alain de Guer, gwaz e verc'h Renée-Françoise. Mamm-gozh da Ghrysogone-Clement de Guer e oa Renée-Françoise. Dibennet e voe Chrysogone-Clément en Naoned d'ar 26 a viz Mae 1720 hag ur werz brudet a zo be savet diwar e benn war lerc'h.

Gwerz Marv Pontkalleg

Kinnig a reomp deoc'h selaou un nebeud pozioù eus ar werz bet kanet gant laz-kanañ berrbad Kalon Plouha hag enrollet gant Jean-Yves Guillouët e miz mae 2023.
Renet e oa bet al laz-kanañ gant Kristiane Lieber ha Jil Thouenon a oa ouzh an ograoù



Ifig Troadeg o kanañ gwerz Lezobre e miz Kerdu 2014 e Chapel Kervaria