Orin anv ar chapel

Iskuit ?

Martezeadennoù zo bet savet diwar ar ger "Iskuit". Koulskoude ez eus ur ger e krennvrezhoneg a zo heñvel ouzh ar ger a zo skrivet "Iskuit" bremañ. Sellomp ouzh ar frasenn-mañ embannet en "HOR YEZH", Niverenn 228 ha tennet eus "L'ancien mystère de Saint-Guenolé”, 1580. "Dre da caret (garet) ouff duet yscuit" Amañ e talvez Yskuit kement ha "Buan, prim, …". E-barzh Etudes Celtiques, 2015, ez eo bet roet gant Herve Le Bihan meur a skouer all eus Yscuit a zo ivez e kembraeg ur ger tost evel esgud. Dont a rafe eus eks (ex) ha skuitto, ar skuizhder. Neuze e c’hallomp tostaat Iskuit ouzh startijenn, primded ; ar pezh ne zislavar ket al lakadennoù all, bet graet betek-henn, a zo diazezet ivez, ar pep brasañ anezho, war menozh ar yec’hed.

Kermaria al Leskuit ?

Ul lakadenn all a c'hallomp ober. Ha ma vefe Kermaria an Iskuit un anv distummet diouzh an anv all a vefe koshoc'h? Evel alies eo gwell mont da furchal en dielloù kozh. Setu ar pezh zo bet graet gant Herve Bihan (Etudes Celtiques, 2015) o vennegiñ Geslin de Bourgogne ha de Barthelemy (Anciens Evêchés de Bretagne, livrenn IV, 1864) E dielloù abbati Boporzh (1266) e kaver "ecclesie Beate Marie de Lesquit" ; "ad capellam Beate Marie de Lesquit" e 1267; hag e 1453, "Kermaria en Nestic". Kavet e vez Lesquit evel anv lec'h tro-dro da Wengamp ha L/N a c'hoarvez ivez alies. Hervez Geslin de Bourgogne ha de Bartelemy e talvezfe "Lieu franc" Lez (galleg cour) kuit a wirioù. Hervez Herve ar Bihan e c'hallfe talvezout ivez Lez Skuizh (al lez Kozh). Ha ma teufe eus Lezkoet? Lez ar c'hoad?

Leskuit iskuit ?

Ha ma vije bet mesket Lezkuit hag an Iskuit a-hed ar wezh dre ma oa Iskuit aesoc'h da gompren da dud ar pevarzekvet kantved ?