Tro ar Chapel

Greomp tro ar Chapel

Greomp bremañ tro ar chapel. En diavaez, e c'hallfet merzout al labour graet a-hed an tri frantad-amzer pouezusañ a zo bet e savidigezh ar chapel. En ur guitaat porched ar XVved (a zo er c'hreisteiz) e kavit an nor-dal, hag a sko war-zu ar c'hornog evel kement iliz zo, savet e stumm gotek kaer-meurbet an XIIIvet kantved, hag a us dezhi ur werenneg hag ar c'hloc'hdi. Pelloc'h e kerzhit a-hed tu an hanternoz, hag a zo bet adaozet alies, harpelloù outañ, roudoù un digor kozh hag un diskrog, lec'h ma voe staget brasadenn ar XVved ouzh ar savadur kentañ. E penn ar voger taolit pled ouzh ar c'heur, bet savet en XVIIIvet kantved, gant e genfeurioù nevez hag e digoradurioù bras. O tont en-dro d'ar c'hreisteiz e tizolofet ar groazenn nemeti a zo ur chapel aotrounezhel enni, hounnezh bet savet er XIVved. Sellit ouzh prenestr ledan kreisteiz ar chapel, stil Saoz ganti Tremenet ganeoc'h ar c'halvar e adkavit ar porched.

Ar Porched

Dont a ra ar gweladenner tre er chapel dre ar porched a zo ur stumm krommvegek dezhañ fichet gant kolonennoù bihan. A-us d'ar porched ez eus ur savadur bihan a oa gwechall ur sekretiri, ha diwezhatoc'h, goude ma voe savet ar garidoù, un "auditoire" ma veze barnet gant ar senesal goude oferenn ar Sul. Krignet dindan ar seizh amzer e weler bremañ er c'heur delwennoù koad Sant-Per ha Sant-Paol a oa gwechall e logelloù diavaez ar porched. E diabarzh ar porched e kaver delwennoù an ebestel o arouezioù stag outo : war an tu kleiz emañ Sant Per gant e alc'houez, Sant Andrev hag e groaz, Sant Jakez gant e bennbazh pirc'hirin, Sant Yann gant ur c'halir, Sant Berteleme gant ur gontell, Sant Fulub gant ul levr hag ur vazh. War an tu dehou emañ Sant-Simon gant un heskenn, Sant Mazhev gant ur vouc'hal, Sant Jakez ar minor gant ur groaz war an tu gin, Sant Yud gant ur vazh hag ul levr, Sant Tomaz gant ur skouer hag un tour, hag unan dianket, Sant Lukaz a zo bet laeret e zelwenn e 1907. An nor, a gas d'ar chapel, a zo a us dezhi un delwenn eus ar Werc'hez Vamm liesliv ha bolzioù mein-benerezh livet. Dispar e teu ar porched war hor sell tra m'eo da netra hini an hanternoz koulz lavaret. Chom a ra e volz nemetken er voguer. O skeiñ war zu an hanternoz e oa tonket ar porched da vont da get (tennet kuit e vein en naontekvet kantved evit o adimplij) tra ma c'halle an dud en em vodiñ dindan bannoù an heol dirak ar porched brav a wellomp bremañ er c'hreisteiz.

Diabarzh ar Chapel

Pa deuer tre er chapel emeur e lodenn goshañ ar savadur. En ur dreiñ war-zu ar c'heur e weler mat heuliad al labourioù a-hed savidigezh ar chapel. Pileroù gwaregoù an XIIIvet kantved a zo krenn ha tolzennek, hep kinkladur. Re an tri zreuziad eus ar XIVved, a ya d'o heul, a zo eizhkognek ha moanoc'h. Ar c'heur a zeu ur sklerijenn dreist diouzh e pemp digoradur gweret ha ganti e hañval bezañ brasoc’h al lestr. Klokaet eo kement-se gant chapel aotrouniezhel kroazenn ar c'hreisteiz, bet savet er XIVved gant livadurioù ar XVved, ha sklerijennet mat gant daou brenestr. An nev a zo dezhi ur volz e koad, e stumm kouc'h ur vag eilpennet, ha treustoù o fennoù kizellet.

An dañs Bekabe

Etre 1483 ha 1501 eo bet livet koroll an Anaon a c'haller gwelout ouzh mogerioù an nev. Bet razet en XVIIIved e voe adnevezet war greiz an XIXved gant Charles de Teillard, unan eus diskennidi an aotrounez a oa Kermaria dezho er XVIved. Tennañ a ra ar goroll-mañ he ijin diouzh an hini bet savet e Paris e 1425 dindan bolzoù gwarek kloastr karnel an Inosanted, a voe skouerioù anezhi strewet dre Europa a bezh. An arouezioù, dorn ha dorn, a zo anezho tudennoù bev, a bep oad hag a bep stad er gevredigezh. Etrezo ez eus korfoù-eskern hag a ro lusk d'ar farandolenn. Kregiñ a ra an dañs er c'hreisteiz (kostez ar chapel aotrouniezhel) evit echuiñ kostez an hanternoz. 30 tudenn 1.30 m uhelder dezho a ya d'he ober en un urzh kevredigezhel o tisteraat. An aktour, pe an aozer, an hini eo a ren ar sarabandenn hag e roll eo lakaat dre skrid pep a setañs eizh poz dindan an tudennoù. Siwazh eo aet diwar wel e skeudenn gant re ar Pab hag an impalaer a oa d'he heul. Gwelout a raer c'hoazh ar c'hardinal, ar roue, an uheldad, ar c'honestabl, an arc'heskob, ar marc'heg hag an eskob. Aet eo da get ivez ar floc'h, an abad, ar beli hag an hudsteredour a dlefe bezañ bet a bep tu d'ar porched. Kregiñ a ra ar c'horoll adarre gant ar bourc'hiz, ar chaloni, ar serjant. Dont a ra d'o heul peder zudenn n'eus korf-eskern ebet etrezo ; ar mezeg e vured louzoù gantañ, ar vaouez o kregiñ e brec'hioù hec'h amezeien, ar c'hlasker bara hag an uzurer. Kregiñ a ra a bep eil adarre gant an amourous e borpant, ar barzh-kaner e viniou, al labourer e falz hag e bigellig, hag, en diwezh, ar santfrañsezad. (aet eo da get ivez skeudenn ar bugel). Bez' e c'haller gwelout roudoù ar setañsoù (eizh poz dezho) dindan tudennoù ar roue, an uheldad hag ar c'honestabl. Livadurioù all a c'hell bezañ gwelet c'hoazh, en o zouez ar brofeded, David, Izai, Zakaria hag Eli (dindan koroll an Anaon en tu kreisteiz), hag "Al lavar etre ar re varv hag an tri den bev" (ouzh adnev (izelgostez) an hanternoz) Ouzh al lambrusk e kaved ur murlivadur, "Ar vertuzioù trec'h d'ar gwallsioù", hidiv distaget, a c'heller gwelout ul luc'hskeudenn anezhañ e traoñ ar chapel.

An Delwennoù

Santez Berc'hed

Dall eo Santez Berc’hed ha mankout a ra he divrec’h dezhi. Hervez ar werz kozh e teuas Mari ha Josef da Vetleem da glask sikour pa oa Mari war boent gwillioudiñ d'an deiz araok an Nedeleg. Berc'hed, an hini eo, ha ne oa nikun all, he deus kinniget skoazellañ Mari da willioudiñ daoust dezhi bezañ dall ha hep brec'h ebet. Divrec'h, daoulagad, ha yec'hed zo deuet trumm enni.

Ar werc'hez Vari hag ar mabig Jezuz

Eus ar XVIvet kantved eo an delwenn gaer-mañ, botoù iskis en he zreid emañ ar werc'hez Vari o kinnig he bronn d'ar mabig Jezuz hag a nac'h outi, moarvat dre ma n'eo ket dedennet gant dañvezioù ar bed-mañ.

Mar gallomp lavaret eo kaer-meurbet livadurioù ar chapel eo ken pinvidik all he delwennoù. 33 delwenn e koad liesliv zo enni. En nev : Ur c'hrusifi eus ar XVvet kantved ha delwenn Sant Yann. E adnev an hanternoz : Delwennoù itron Varia Gwir Sikour hag hini Sant Maodez. Er c'heur : delwennoù Sant Per ha Sant Paol, tennet diouzh ar porched, Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun). Pelloc'h, ouzh ar mogerioù : ur werc'hez en he c'hoazez, ur vazh-veli en he daouarn, graet en XIIIvet kantved hep mar ebet skeudenn goshañ an Itron Varia enoret e Kermaria D'he heul emañ delwennoù Santez Barba, Santez Katell ha Sant Jozeb. Ouzh ar voger enep emañ delwennoù Sant Dominig, Nikodem, Santez Anna gant an Itron Varia ha Jezuz, Sant Klaod ha Sant Fiakr. E tu ar c'hreisteiz emañ Sant Eloi ha Sant Rion. Er c'heur e c'haller gwelout ivez sternioù-aoter en alabastr eus ar XVved, ur vouest klopennoù enni, hini Yann eus Lannuon, an Aotroù des Aubrays , ul letrin, derezioù kentañ ur skalier a gase d'ur gambr a veze roet bod enni d'ar birc'hirined hag un trap e koad a c'haller drezi mont gant an hent dindan zouar eus ar chapel da vaner ar Wazh C'hlas pe Sant Jorj e Sant Loup, hervez ar vojenn. Kentoc'h a c'hallfer lavarout eo marvgav re Lannuon. Bezioù e -leizh zo ivez er chapel, ar re goshañ anezho zo mein-bez eus ar XIV hag eus ar XVvet kantved lec'hiet en daradur. Trugarez deoc'h evit ho kweladenn ha ken ar wech all gant o mignoned !